Daoulagad Breizh brezhoneg
  • Degemer
  • Mizvezh an teulfilmoù
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2022
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
    • Bilañs troiad 2019
  • Filmoù Chakod
    • Hag evit ar skolioù
  • Gouel ar filmoù Douarnenez
    • Dreistdibab Breizh
    • Brezhoneg war ar skrammoù
  • Kreizenn dielloù
  • Brezhoneg war ar skrammoù
    • Abadennoù publik
  • Liammoù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp
  • Degemer
  • Mizvezh an teulfilmoù
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2022
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
    • Bilañs troiad 2019
  • Filmoù Chakod
    • Hag evit ar skolioù
  • Gouel ar filmoù Douarnenez
    • Dreistdibab Breizh
    • Brezhoneg war ar skrammoù
  • Kreizenn dielloù
  • Brezhoneg war ar skrammoù
    • Abadennoù publik
  • Liammoù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp
02 98 92 97 23
Etre miz C'hwevrer ha kreiz miz Even 2022

19vet Troiad an tresadennoù-bev
advouezhiet e brezhoneg

Daou brogramm, evit ar re vihan hag ar re vras…

ADALEK 3 BLOAZ

Photo

Ur programm 6 film-bevaat
Sueden / 2006 / 44 mun  / www.lesfilmsdupreau.com
Filmaozer : Lasse Persson
Advouezhiañ : Dizale

N'eo ket aes bezañ un tasmant pa vezer spontet gant an denvalijenn... O chom e kav kastell "Gomorronsol" emañ Laban an tasmant bihan, asambles gant e dud hag e c'hoar Labolina. En ur vont war glask d'e c'hoar pe en ur zizoloiñ un euzhvil spontus e tesko penaos bezañ mestr war e aon e korf c'hwec'h istor bodet da vezañ ur film : Den ne vez spontet gant Laban, Met pelec'h emañ Labolina, Dizoloadenn ar c'hastell, Un euzhvil un' gwir, Aet Milimina diwar-wel, An tad Nedeleg.

Fichenn film divyezhek
Kartenn
Doser evit ar skolaer.ez

ADALEK 6 VLOAZ

Photo
Un teulfilm sevenet gant Jean-Yves Collet
Produet e 2020 gant Tita B Production (Douarnenez) ha Flair Production (52 mun)


Kontet e vez er film-mañ troioù-kaer dreistordinal Aelia, ul logodenn-ed moutik tout, bihanañ krigner Europa, paket ur mintinvezh en ur gorzeg e Kervijen, Breizh, kostez ar meurvor Atlantel. E-pad daou viz e chomo en un atant rouflus, savet evit ma c’hallfe ar spesad-mañ gouennañ a-raok bezañ dieubet adarre en ur prad biologel.
Siwazh, n’eo ket ken aes an traoù evit Aelia : taget e vo gant ur c’hazh, mont a ray da guzhat en ur voutell blouz a vo tapet gant un traktor a gaso anezhi dre zegouezh e-kreiz maezioù bras.
Savetaet e vo a-drugarez d’ur jardin just e-kichen met ret e vo dezhi kuitaat ar baradozig-mañ evit mont da foetañ bro war bord parkadoù tro-heol bras divent… Dre chañs e teuio a-benn da zistreiñ d’ar gorzeg ma oa ganet enni.


A skeul vihan, Aelia al logodenn-ed zo ur gontadenn ekologel ha fentus.

Fichenn film divyezhek
Kartenn
Doser evit ar skolaer.ez


Filmoù 2022 – Abadennoù 2020 – Dafar – Aozadur – Bilañs 2019

Propulsé par Créez votre propre site Web unique avec des modèles personnalisables.
  • Degemer
  • Mizvezh an teulfilmoù
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2022
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
    • Bilañs troiad 2019
  • Filmoù Chakod
    • Hag evit ar skolioù
  • Gouel ar filmoù Douarnenez
    • Dreistdibab Breizh
    • Brezhoneg war ar skrammoù
  • Kreizenn dielloù
  • Brezhoneg war ar skrammoù
    • Abadennoù publik
  • Liammoù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp