Etre miz C'hwevrer ha kreiz miz Even 2023
20vet Troiad an tresadennoù-bev
advouezhiet e brezhoneg
Daou brogramm, evit ar re vihan hag ar re vras…
ADALEK 3 BLOAZ
Ur programm 6 film bevaat
|
ADALEK 6 VLOAZ
Film bevaat / Iwerzhon - Stadoù-Unanet - Luksembourg / 2020 / 1ezh43
Haut et Court Seveniñ : Tomm Moore ha Ross Stewart Advouezhiañ e brezhoneg : Dizale En Iwerzhon, da vare ar brizhkredennoù hag an hudouriezh, e ro Robyn, 11 vloaz, sikour d’he zad da chaseal ar bagad bleizi diwezhañ. Met ar plac’hig ‘ra anaoudegezh gant Mebh, bugel en deiz, ha bleizez en noz, e-kerzh un huadeg. Adal an deiz-se, war spered Robyn, emañ ar gourdrouz o tont digant an dud, ha n’eo ket mui digant ar bleizi.
Goude Brendan ha sekred Kells e 2010 ha Kan ar mor e 2016, omp laouen o kinnig deoc’h film diwezhañ Tomm Moore. Plijet bras omp gant e filmoù, gwriziennet mat er sevenadur keltiek. |