TROIAD 2025
Ar filmoù kinniget etre fin miz Meurzh ha miz Mezheven
ADKAVIT AMAN AN DAFAR WAR AR FILMOÙ
(skritelloù, kartennoù, doseroù ar skolaerien ha kelennerien, fichennoù ar skolidi ha skolajidi, skeudennoù ar filmoù...)
(skritelloù, kartennoù, doseroù ar skolaerien ha kelennerien, fichennoù ar skolidi ha skolajidi, skeudennoù ar filmoù...)
ADALEK 3 BLOAZ
Heuzoù noz
Ur film gant Pierre Luc Grandjon (2024 / 12 mn) Setu istor ur paotrig oc’h ober anaoudegezh gant un diaoulig bihan dindan al loargann... Dindan al loargann ez a kuit ur bugel diouzh e di, a-dakot, e re-gaoutchoù en e dreid. P‘eo pignet en ur wezenn ez eo galvet gant ur c’hrouedur divoutin. Hentet e vo da galon ar c’hoad gant al lutig mennet-se… peadra da vont da vignoned da viken ! Ur gitar er mor Ur film gant Sophie Roze (2024 / 30 mn) Setu istor ur gaerell-vras hag a fell dezhi chom dizalc’h, mont a atant da atant, seniñ, ha gwerzhañ kravatennoù dre-amañ ha dre-aze. Met loened an trowardroioù ne vez ket gwall domm o degemer, alies. Ha ma vefe dalc’het an eürusted en ur mignon hag ur gitar, e-tal an tan ? Ur gaerell vilzin a ya dre ar maezioù gant ur gitar hag ur valizennad kravatennoù espar da werzhañ da loened an atantoù. Siwazh ne gav hini ebet laouen da brenañ unan eus he c’hravatennoù o livioù flamm… Marteze ‘vo aesoc’h an traoù er c’hoad? Ennañ en em gav ar gaerell gant un avalaouer ken plijet hag hi gant ar sonerezh ha gant ur c’hapibara, bet treuzet gantañ morioù ar bed gant e akordeoñs. Ha cheñch ar ra ar vuhez... |
Ur programm skignet gant Little KMBO. Gouzout hiroc'h.
Er salioù sinema e galleg adalek ar 5 a viz C'hwevrer 2025.
Er salioù sinema e galleg adalek ar 5 a viz C'hwevrer 2025.
ADALEK 7 VLOAZ
Ur film bevaat sevenet gant Claude Barras - 2024 - Suis / Frañs / Beljik - 1ezh27
E Borneo, war lez ar c’hoad trovanel, ez eus bet repuet un orangoutan bihan gant Keria. Kavet eo bet er blantadeg gwez-palmez ma labour he zad enni. Krak d’ar mare ma tegouezh he c’henderv yaouank Selai da glask bod en o zi a-benn pellaat ouzh ar c’henstourm a zo savet etre e familh kantreidi ha tud an embregerezh koadourien. Selai, Keria hag an orangoutan bihan a zo vont da skoilhañ ouzh distrujerien koadeier o hendadoù, en arvar da vezañ diskaret mik. Ha Kéria, evel-se, a zesko hiroc’h diwar-benn he re.
Festival Cannes - Dibab ofisiel - Abadenn dibar
Skignet gant Haut et court. Er salioù sinema e galleg adalek ar 16 a viz Here 2024. Gouzout hiroc'h.