TROIAD 2026
Ar filmoù kinniget etre fin miz Meurzh ha miz Mezheven
ADKAVIT AMAN AN DAFAR WAR AR FILMOÙ
(skritelloù, kartennoù, doseroù ar skolaerien ha kelennerien, fichennoù ar skolidi ha skolajidi, skeudennoù ar filmoù...)
(skritelloù, kartennoù, doseroù ar skolaerien ha kelennerien, fichennoù ar skolidi ha skolajidi, skeudennoù ar filmoù...)
ADALEK 3 BLOAZ
|
Ar programm Ar briñsez hag an eostig
- An erer hag al laouenan gant Paul Jadoul (2025 / 6 mn) - Golvaned gant Rémi Durin (2025 / 11 mn) - Ar briñsez hag an eostig gant Pascale Hecquet hag Arnaud Demuynck (2025 / 23 mn) Tri istor tener ha leun a varzhoniezh, ma weler harozed yaouank o toullañ o hent er vuhez. Ul labousig bihan prest da zaeañ ul labous brasoc’h evitañ, ur manac’h yaouank hag a ya da heul ur golvan en diavaez d’an templ, ur plac’hig sav-he-fri hag a zo graet hec’h huñvreoù a librente... Pep hini anezhe, en e vod, a ra gant e galon evit mont er bed. Gant ar programm a 3 film berr-se e tesker ar pezh a dalv al laboused da ijin Bugel-den. Tro-ha-tro e vezont fin, libr pe fur, heñcher, melezour hag alc’hwez d’an Denelezh. An tri film, bet skrivet gant Arnaud Demuynck, ha graet a zoareoù-tresañ dibar gant Paul Jadoul, Rémi Durin ha Pascale Hecquet, a zo anezhe ur bam d’an daoulagad hag ur veaj varzhoniel. |
Ur programm skignet gant Cinéma Public Films - Gouzout hiroc'h.
Er salioù sinema e galleg adalek an 8 a viz Here 2025.
Er salioù sinema e galleg adalek an 8 a viz Here 2025.
ADALEK 6 VLOAZ
Ur film bevaat sevenet gant Julien Chheng ha Jean-Christophe Roger - 2022 - Frañs / Luksembourg - 1ezh20
Achu eo ar goañvaat ha prest eo Ernest da vont da gêr da seniñ, met patratas… lezel a ra Célestine he violoñs da gouezhañ ! Ha n’ez eus nemet un den gouest d’e zresañ: Octavius, o chom e Charabia, bro c’henidik Ernest. Setu o daou o vont gant ur veaj leun a souezhadennoù da neuze...
Goude bezañ programmet Ernest et Célestine e 2015, ez omp laouen o kinnig deoc’h avanturioù nevez gant hon daou haroz. Kaer eo ar fablenn, hag ar sonerezh anezhi, muioc’h evit biskoazh, a zo arouez an dishualded.
César 2023 - Dibab ofisiel (anveet) - Ar film-bevaat gwellañ
Annie Awards 2024 - Dibab ofisiel (anveet) - Ar film bevaat dizalc'h gwellañ.
Skignet gant Studiocanal - Gouzout hiroc'h.