Filmoù-chakod #8
Kenstrivadeg filmoù-chakod e brezhoneg
Tematik an UTOPIA
Evit enskrivañ ho filmoù, arabat disoñjal leuniañ ar goulennaoueg : AMAÑ
Piv a c'hell kemer perzh ?
Ar genstrivadeg a zo digor d'an holl, kozh ha yaouank.
Prizioù a vo roet d'ar filmoù sevenet er skolioù, skolajoù ha liseoù e-pad ar Chakod Deiz ha prizioù a vo roet d'ar re all e-pad ar Chakod Noz.
Ober filmoù ? Da lâret eo ?
Kavout ur mennozh a glotfe gant reolennoù ar genstrivadeg da-gentañ tout. Dav vo deoc'h skrivañ ur senario, prientiñ an dafar filmañ, deskiñ an destenn, filmañ ha frammañ ar film, ha memes betek roll an anvioù marplij ! Pebezh labour ! Filmoù dreist-ordinal a resevomp pep bloaz ! Lod a c'hounez prizioù zoken ! Un doare dibar da vont war-zu an ijin, da grouiñ a-stroll ha da vezañ fier-ruz deus an disoc'h ! Diskouezh d'ar familh ha kaout eñvorennoù deus ar prantad-se evit ar re yaouank.
Un nebeut danvezioù talvoudus
Evit deskiñ seveniñ filmoù-chakod e kinnigomp deoc'h skoazell hon tuto (3 video) e brezhoneg is-titlet e galleg ! Da adkavout war hor bajenn ha war hor chadenn Youtube.
Un taol sikour war an teknik ?
Un nebeut titouroù ha liammoù talvoudus AMAÑ
Un tuto e galleg amañ
Goulennoù all : filmou[email protected]

Evit ar skolioù
Bep bloaz e vez sevenet filmoù-chakod gant skolidi, skolajidi ha liseidi.
Stummet hag ambrouget int gant tud a-vicher gant souten yalc'hadoù Rannvro Breizh.
An ambrougerien hag ambrougerezed e 2025/2026
Manon RENAULT – sevenourez, oberataerez kamera, stummerez ha coach evit ar vugale.
Kenan AN HABASK - sevenour, oberataer kamera.
M'ho peus c'hoant da aozañ un atalier seveniñ filmoù gant tud a-vicher, skrivit deomp :
[email protected] – 02 98 92 97 23.

Evit ar grennarded e-pad ar vakañsoù : Staj Kino Chakod - 25/02-27/02 - Brest
👉 Krouiñ ur film chakod e brezhoneg
Kinnig a ra SKED ur staj kino chakod evit ar grennarded etre ar 25 betek ar 27 a viz C'hwevrer e SKED, evit 8vet bloaz ar genstrivadeg Filmoù Chakod gant Daoulagad Breizh. Lusket e vo gant un den a-vicher eus Canal Ti Zef ha desket 'vo krouiñ ur film chakod 3 munutenn e brezhoneg en ur dremen dre ar senario, ar filmañ hag ar frammañ. Ar bloaz-mañ, tem ar genstrivadeg a zo Utopia.
📍Enskrivadur : [email protected] / 09 51 43 50 12
Goulennaoueg evit bezañ enskrivet en-linenn