Daoulagad Breizh brezhoneg
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2027
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
  • Filmoù Chakod
    • Galv d'ar filmoù 2027
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2027
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
  • Filmoù Chakod
    • Galv d'ar filmoù 2027
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp
06 31 43 65 48

AOZADUR AN DROIAD
Etre miz Meurzh ha miz Mae


Dibaoe 2003 e vez aozet, gant Daoulagad Breizh, un droiad tresadennoù-bev advouezhiet e brezhoneg gant Dizale. Kinniget e vez bep bloaz, etre kreiz miz Meurzh ha miz Mae, d'an holl skolioù divyezhek prevez (Dihun), publik (Divyezh) ha Diwan.

An aozourien


Daoulagad Breizh a ra war-dro kenurzhiañ ar skignañ. 
Hervez al lec'hioù e kenlabouromp gant kevredigezhioù lec'hel pa vez dioute (emglevioù bro, tiez ar vro…). Gante e vez aozet an abadennoù ’barzh o c'horn bro. 
Dizale a ra war-dro advouezhiañ ar filmoù.

E Penn-ar-Bed
Emglev Bro Douarnenez, KLT (Bro Montroulez), Sked (Bro Vrest), Ti ar vro Bro Leon, Ti ar Vro Landerne-Daoulaz, Ti ar vro Kemper, Raok (kreiz Breizh), Ti-kêr Karaez, Brezhoneg e Plouzane, Emglev bro ar c'hab.

En Aodoù-an-Arvor
Ti ar vro Treger-Goueloù (Bro Dreger), Ti ar Vro Sant-Brieg, Ti ar vro Gwengamp, Raok (kreiz Breizh).

Er Morbihan
Emglev Bro an Oriant, Emglev Bro Gwened, Raok (Kreiz Breizh), Ti Douar Alre (Bro an Alre), Ti ar vro Bro Pondi, Brezhoneg e Rewis e Sarzhav

En Il-ha-Gwilen
Skeudenn Bro Roazhon , Gwelet 'vo (Redon)

El Liger-Atlantel
Ajañs sevenadurel Morvan Lebesque

An dafar da vont heul pep abadenn
• Skritell ar film, unan da bep klasad.
• Dielloù war ar film evit ar skolaerien.
• Ur gartenn hiniennel evit pep arvester, roet goude ar film, a-benn derc’hel soñj.
Aozet ha roet e vez an dafar-mañ gant Daoulagad Breizh.

 

Ar filmoù

Bep bloaz e vez kinniget daou brogramm nevez, an eil d’ar re vras, egile d’ar re vihan.

2007

2008

2009


2010


2011

2012


2013


2014

2015

2016

2017

2018

2019


2022


2023


2024


2025

2026
Loulou ha bleizi all & Enez Black Mor

Patoenn & Diougan ar raned

Laban an tasmant bihan & Kie ar bikez vihan

Aotroù hag aotroù
& Brendan ha Sekred Kells

Ludovic an arzhig
& An Tri Forban
Laban ha Labolina & Keriti, ti ar c'hontadennoù

Ar Yeti + Ar Groufalo & Arrietty, bedig ar skraperien


Baleadenn Baboucha & Devezh ar brini

Beaj vat Dimitri ! & Ernest ha Celestine

Ar valeadenn war valenn & Kan ar mor
Ar mulod o pentañ lern + Mab ar Groufalo & E barr uhelañ ar bed
Ar Gaouenn war dreuzoù an noz & Al Louarn bras drouk ha kontadennoù all
C'hwezh vat ar c'harotez & Azur hag Asmar

Laban an tasmant bihan & Aelia al logodenn-ed


Bleizi droch ha bleizi dous & Bleizi Kilkenny

Avel er c'horz & Pachamama

Heuzoù noz / Ur gitar er mor & Sovajed

Ar Briñsez hag an Eostig & Ernest ha Celestine, ur veaj da vroCharabia

Al lec’hioù

Skignet e vez ar filmoù er salioù sinema da gentañ-penn, pe er vediaouegoù pe e kreizennoù sevenadurel, dafar video enno. War ziorren ez a ar rouedad skignañ : ingal e tifoupomp lec'hioù nevez ha mont a reomp war-zu skolioù nevez c'hoant gante kemer perzh en Droiad.

Troiad 2027

Deuit e darempred ganeomp m’ho peus c’hoant da gemer perzh en droiad, pe ’vit goût hiroc’h war an droiad
(deoc’h da c’hoût : 3 euro dre vugel a vez goulennet).



Skrivañ deomp

Filmoù 2027 – Dafar – Aozadur – Dielloù
Propulsé par Créez votre propre site Web à l'aide de modèles personnalisables.
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2027
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
  • Filmoù Chakod
    • Galv d'ar filmoù 2027
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp