TROIAD 2027
Ar filmoù kinniget etre kreiz miz Meurzh ha miz Mae
An dafar a vo embannet e 2027
(skritelloù, kartennoù, doseroù ar skolaerien ha kelennerien, fichennoù ar skolidi ha skolajidi, skeudennoù ar filmoù...)
(skritelloù, kartennoù, doseroù ar skolaerien ha kelennerien, fichennoù ar skolidi ha skolajidi, skeudennoù ar filmoù...)
ADALEK 3 BLOAZ
|
Ar programm Run ar mein
- Kae kuit, Alfred ! (titl da c'hortoz) gant Célia Tisserand (2023 / 10 mn) - Run ar mein (titl da c'hortoz) gant Marjolaine Perreten (2022 / 29 mn) Er film Kae kuit Alfred ! e tec’h kuit ul labous bras deus e vro abalamour d’ar brezel, met kavout repu n’eo ket gwall aezet, a vez lâret. Betek ur vrav a gejadenn... Run ar mein a gont istor ur familh a vinoc’hed a zo he zi e riskl da vezañ beuzet gant kresk ur gwazh-dour. Divizout a reont kuitaat o c’hêr hag o madoù da gaout gwelloc’h lec’h da chom e-pad ar goañv. An daou film a ginnigomp deoc’h, inskrivet er programm “Run ar mein”, a ro d’en em soñjal diwar-benn anav an dud, an harlu, hag an degemer, gant douster ha barzhoniezh. Pep istor a c’hoarvez da loened bihan en ur c’hoad. Gant kizidigezh ha fent e felle da sevenourien ar film kaozeal deus ar c’henveviñ ha lâret pegen a-bouez eo doujañ da berzhioù pep hini. |
ADALEK 5 BLOAZ
Sekred ar c'halvenniged (titl da vezañ kadarnaet)
Ur film bevaat sevenet gant Antoine Lanciaux
2025 – Frañs– 1e17
Pa tegouezh Lucie, 9 bloaz, e Bectoile evit ar vakañsoù, ne oar ket peseurt avañturioù emañ war-nes bevañ.
He mamm, Caro, zo o kas ur chanter arkeologel er vro gant he c’hamalad Pierrot.
Kresket eo Caro e Bectoile, ha tevet zo bet war ur sekred familh... hag a vo diskoachet gant Lucie a-raok pell !
Mennet-mat eo ar grennardez da splujañ e istor he re, gant skoazell ur c’houplad kalvenniged glas espar hag hini he mignon nevez, Yann.
Etre danzouar ur c’hastell kouezhet en e boull hag ur garavanenn gozh bet disoñjet war lez ur c’hoad, e vo leun a souezhadennoù
ha kavadennoù kaer !
Laouen-tre omp o kinnig deoc’h er bloaz-mañ un oberenn divoutin graet penn da benn gant paper didroc’het !
Enni e kaver santidigezh ha barzhoniezh Antoine Lancieux, a oa bet kenskrivet gantañ ar senario da seveniñ Diougan ar raned,
bet sevenet gant Jacques-Rémy Girerd ha bet programmet ganeomp evit an Droiad e 2008.