Daoulagad Breizh brezhoneg
  • Degemer
  • Mizvezh an teulfilmoù
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2023
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
    • Bilañs troiad 2022
  • Filmoù Chakod
    • Hag evit ar skolioù
  • Gouel ar filmoù Douarnenez
    • Dreistdibab Breizh
    • Brezhoneg war ar skrammoù
  • Kreizenn dielloù
  • Brezhoneg war ar skrammoù
    • Abadennoù publik
  • Liammoù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp
  • Degemer
  • Mizvezh an teulfilmoù
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2023
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
    • Bilañs troiad 2022
  • Filmoù Chakod
    • Hag evit ar skolioù
  • Gouel ar filmoù Douarnenez
    • Dreistdibab Breizh
    • Brezhoneg war ar skrammoù
  • Kreizenn dielloù
  • Brezhoneg war ar skrammoù
    • Abadennoù publik
  • Liammoù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp
02 98 92 97 23

Abadennoù publik


Photo

Troiad Miz Mae
Da vare Gouel Breizh

FIN AR BED - AR FILM
Da welout er salioù sinema
adalek ar 15 a viz Mae


Emgav gant Nicolas Leborgne, ar sevener,
pe Nolwenn Korbell, aktourez,
goude ar skignadennoù

Ur film savet gant Nicolas Leborgne (1ezh - 2017)
Skrivet gant Nicolas Leborgne, Leornardo Valenti, Denis Rollier ha Guillaume Grosse
Diwar mennozh Etienne Strubel
Produet gant Lyo production ha Tita productions
Kenproduet gant Frañs 3 Breizh, TVR, Tébéo, Tébésud ha Brezhoweb
Gant Nowenn Korbell, Kaou Langoët ha Roger Stéphan

Tri den war hentoù Breizh o kroaziañ o flanedenn hag o kamaladiñ e-kerzh ur road-trip trema an amzer dremenet hag an amzer da zont. Mari, ur vaouez a aferioù aet he c’houblad da get, zo ret dezhi ambroug ar paotr yaouank Klet en ur redadeg poursuiñ war-lerc’h e hantervreur. En em gavout a ra gant ur c’henveajour all, Fañch e anv, ur paotr kozh hag a vez atav gantañ ur c’hevrinus a voest gwispid dindan vrec’h…

AURAY Sinema Ti Hanok - 15 a viz Mae - 8e45 - Dorn-ha-dorn gant Ti Douar Alre - gant ar sevener
ST-BRIEG Sinema Club 6 - 16 a viz Mae - 8e30 -
Dorn-ha-dorn gant Telenn - gant ar sevener
GOURIN Sinema Jeanne d'Arc  - 17 a viz Mae - 8e -
Dorn-ha-dorn gant Bod Kelenn - gant ar sevener
ROAZHON Sinema Arvor - 18 a viz Mae - 9e - gant ar sevener
KARANTEG Sinema L'Etoile - 22 a viz Mae - 8e30 -
Dorn-ha-dorn gant KLT - gant ar sevener
GWENGAMP Sinema Les Korrigans  - 28 a viz Mae - 8e -
Dorn-ha-dorn gant Ti ar vro Gwengamp - gant Nolwenn Korbell
BREST Sinema Les Studios  - 29 a viz Mae - 8e30 -
Dorn-ha-dorn gant Sked ha Brezhoneg e Brest - gant ar sevener
DOUARNENEZ Sinema Le Club  - 31 a viz Mae -
7e - Dorn-ha-dorn gant Emglev Bro Douarnenez - gant Nolwenn Korbell
LESNEVEN Sinema Even  - 31 a viz Mae - 8e15 -
Dorn-ha-dorn gant Ti ar vro Leon - gant ar sevener

Ur programm kinniget gant Daoulagad Breizh dorn-ha-dorn gant Zoom Bretagne, Tita productions & Lyo production

Photo

Troiad
Miz Meurzh - Miz Mae


Evit ar familhoù
Adalek 5 bloaz

1h18 / 1976 / Bro-c'hall - Breizh veur
Advoueziet e brezhoneg get Dizale e 2016
Skignañ : Daoulagad breizh

Ur film mil vrudet e lec'h m'ho do Asteriks hag e mignon bras obeliks, mont dreist da 12 labour evit dieubañ Abrarakoursiks ! Ne vo ken aes a se... ​

6 a viz Meurzh 16e - KEMPER Ti ar vro kemper - kontakt : Ti ar vro Kemper 02 98 90 70 43
19 a viz Meurzh  19e et 21e- NAONED Sal Jules Vales - kontakt : Aozet get ACB44
31  a viz Meurzh  17e - BAOD Sinema Ar Celtic  - kontakt : Sinéma 02 97 51 00 26
26 a viz Ebrel 10e30 - LANDERNE Sinema Le Rohan - kontakt :
Ti ar vro Landerne-Daoulaz - 0973653524
2 a viz Mae - 4e30 - DOUARNENEZ Auditorium - kontakt ​: Emglev Bro Douarnenez 07 83 88 75 57
6 a viz Mae - 10e15 - KARAEZ Sinema ar gazeg c'hlas - dorn-ha-dorn gant Emglev Bro Karaez
19 a viz Mae - 8e noz - PLOUVIEN Sal ar c'hovel -
kontakt : kevredigezh Peraket


Troiad Miz Meurzh - Miz Ebrel

Photo
Deuet eo brav gant ar c'hrouiñ filmoù-faltazi e brezhoneg e 2017... 3 berr-metrad, sevenet gant tud yaouank, a ginnigomp deoc'h da vare Mizvezh ar brezhoneg.

12 abadenn er salioù sinema

Kakahuet gant Stéphane Ac’h – 14’
Evit ar wech kentañ abaoe ganedigezh o bugel bloaz zo o deus Maeva ha Paul un nozvezh evito o'ch-unan. Met ne bado ket pell an erusted adkavet-mañ, abalamour d'ur gagahuetenn.

Petra zo da c’hounez gant Jocelin Talarmain – 13’
Laot, ur VRP tost d'ar burn out, zo o vont da vevañ un dervezh poanius…e-barzh e ifern. Pep amproù e vevo a lakao anezhañ da zigeriñ e sell war e stad.

Ar mor atav gant Emmanuel Roy – 34’
En ul lazhdi e c’hounez Tifenn he zamm bara goude bezañ dilezet he studioù hag he huñvreoù. Bep beure abred war lerc’h he nozvezh labour tenn ha torr-penn ez a d’an aod d’ober ur gouronkadenn evit distennañ he spered...

AN ALRE Sinema Ti Hanok - 6 a viz Meurzh - 8e45 - gant Jocelin Talarmain - Dorn-ha-dorn gant Ti Douar Alre
KALAG Sinema Argoat - 15 a viz Meurzh - 8e30 - gant Stéphane Ac'h
GOURIN Sinema Jeanne d'Arc  - 18 a viz Meurzh - 4e  - gant Emmanuel Roy - Dorn-ha-dorn gant Bod Kelenn
GWENGAMP Sinema Les Korrigans  - 19 a viz Meurzh - 8e - gant Emmanuel Roy - Dorn-ha-dorn gant Kreizenn Sevenadurel Vrezhon Gwengamp
DOUARNENEZ Sinema Le Club  - 22 a viz Meurzh - 7e - gant Stéphane Ac'h - Dorn-ha-dorn gant Emglev Bro Douarnenez
LESNEVEN Sinema Even  - 22 a viz Meurzh - 8e15 - gant Jocelin Talarmain - Dorn-ha-dorn gant Ti ar vro Leon
ST-BRIEG Sinema Club 6 - 22 a viz Meurzh - 8e30 - gant Emmanuel Roy - Dorn-ha-dorn gant Telenn
NAONED Sinema Concorde  - 28 a viz Meurzh - 8e45 - gant Emmanuel Roy - Dorn-ha-dorn gant Gwagenn TV
GEMENE Ciné Roch - 29 a viz Meurzh - 7e45 - gant Stéphane Ac'h
MONTROULEZ - Sinema La Salamandre - 3 a viz Ebrel - 8e30 - gant Stéphane Ac'h - Dorn-ha-dorn gant KLT
BAOD - Sinema Le Celtic - 7 a viz Ebrel - 5e
BREST Sinema Les Studios  - 15 a viz Ebrel - 4e - gant Stéphane Ac'h ha Jocelin Talarmain - Dorn-ha-dorn gant Canal Ti Zef ha Brezhoneg e Brest

Un droiad aozet gant Daoulagad Breizh dorn-ha-dorn gant Zoom Bretagne, Tita productions & Kalanna production

Photo

Troiad
Miz Kerzu - Miz Meurzh

Emañ an Nedeleg o tostaat e Flåklypa, hag o c'hortoz an erc'h emañ Solan ha Ludvig, evel ar gêriadenniz-all. Met siwazh dezho n'eus ket feson erc'h tamm ebet... Neuze e tiviz Feodor, ho mignon, sevel ur c'hanol erc'h galloudus meurbet ! Met pa lak rener ar gazetenn e grabanoù war ar mekanik-se e rank Solan ha Ludvig kemer an traoù e karg, kuit d'ar gêriadenn da vezañ distrujet abalamour dezhañ ha d'e raktresoù bras...

Film-bevaat sevenet gant Rasmus. A. Sivertsen

Komedienn evit ar familhoù


Adalek 4 bloaz /1e16 / 2014 / Norvej
Brezhoneg hep istitloù


Advouezhiet e brezhoneg gant Dizale e 2017
 Skignañ : Daoulagad Breizh                     


2 a viz Kerzu 4e30 - BAOD Sinema Le Celtic  - Darempred : Sinema 02 97 51 00 26
10 a viz Kerzu 4e30 - BREST Cinéma Les Studios - Darempred : Sked 02 98 80 26 71
16 a viz Kerzu 5e30 - DOUARNENEZ Auditorium - Darempred : Emglev Bro Douarnenez 07 83 88 75 57
27 a viz Kerzu 2e30 - KEMPER Ti ar vro kemper - Darempred : Ti ar vro Kemper 02 98 90 70 43
3 a viz Genver 3e - AN ORIANT Auditorium St-Louis
- Darempred : Emglev Bro an Oriant 02 97 21 37 05
6 a viz Genver 4e - LESNEVEN Cinéma Even - Darempred : Ti ar vro bro Lesneven 09 83 22 42 96
4 a viz C'hwevrer 10e30 - PLOUGASTEL-DAOULAS Cinéma L'Image
- Darempred : Divyezh Plougastel
7 a viz Meurzh 2e30 - ELLIAN - Mediaoueg - Darempred : 02 98 94 14 79 - Dorn-ha-dorn gant Tud Bro Konk
24
a viz Meurzh 3e - SKAER Leurenn Youenn Gwernig - Darempred : Div yezh Skaër


Nedeleg dizerc’h e Flaklypa - Tañva from Dizale on Vimeo.


 TROIAD Miz Here - Miz Kerzu 2016

Photo



Film bevaat sevenet gant Paul King
Ur film farsus evit ar familhoù - Adalek 4 bloaz



Ur wech e oa un arzhig a vro Berou… Kerkent ha degouezhet e Londrez, en em gav gant ar familh Brown a ro dezhañ bod hag un anv nevez, Paddington. Ha setu kroget an trubuilhoù ! Daoust da Paddington bezañ un arzhig a feson hag a volontez vat, ne ra nemet sotonioù. Ha n’aio ket war wellaat gant ur blouzerez loened war e lerc’h.



1e35 / 2014 / Frañs, Breizh-Veur
Advouezhiet e brezhoneg gant Dizale e 2016
Brezhoneg hep istitloù

Skignañ : Daoulagad Breizh - 02 98 92 97 23
D'ar Sul 23 a viz HERE - 2e - BREST - Sinema Les Studios - Aozadur : Sked
D'al Lun 31 a viz HERE - AN ALRE - Sinema Ti Hanok
D'ar Sadorn 10 a viz KERZU - 4e - DOUARNENEZ - Auditorium - Aozadur : Emglev Bro Douarnenez
D'al Lun 19 a viz KERZU - 2e - KEMPER - Ti ar vro kemper - 02 98 90 70 43
Ha deiziadoù all o tont !


Photo
sevenet gant Ken Loach
Film faltazi, Breizh-Veur, 2012, 1ezh41
Advouezhiet e brezhoneg gant Dizale
Skignañ : Daoulagad Breizh

E Glasgow, Robbie, deuet da vezañ tad, ne c'hell ket en em zistagañ diouzh e vuhez feller. Ober a ra anaoudegezh
gant Rino, Albert ha Mo, ur plac'h yaouank. Evelto e tremen ku-ha-ka hep bezañ toullbac'het, met paket eo gant labourioù evit ar gevredigezh. Harry, an desaver a ra war o zro, a zeu da vezañ o mentor nevez, o reiñ dezho, dre guzh, da anaout ar whisky. Gwelet e vezont e strilherezhioù hag o tañva ar wiski gant tud cheuc'h. Diskuliañ a ra Robbie e zonezon da vlazañ ar wiski, gouest eo da anavezout ar whiskioù dibaotañ, kerañ. Asambles gant e dri c'homper, daoust hag-eñ e raio Robbie e vad eus an donezon-se evit kignat an dud - ur bazenn ouzhpenn en e vuhez fellerha feuls? Pe daoust hag e savo un dazont nevez, leun a bromesaoù ? An aelez 'ken a oar...

Tañva ar film
D'ar Merc'her 21 a viz Here - Sinema Argoat - Kalag - Da geñver Gouel Digor
D'ar Sul 25 a viz Here da 4eur - Sinema Le Club - Douarnenez - Da geñver Gouel Bro Douarnenez
D'ar Yaou 12 a viz Du - Sine Manivel - Redon
D'ar Meurzh 17 a viz Du da 8e30 - Sinema La Salamandre - Montroulez - Da geñver Tan miz Du

ABADENNOÙ DA ZONT, da vare Sizhunvezh ar brezhoneg
D'ar Yaou 10 a viz Meurzh - 8e30 - Sinema Ar gazeg c'hlas - KARAEZ
- Aozet gant an Ti-kêr
D'al Lun 14 a viz Meurzh - 8e30 - sal Jules Valles - NAONED - Aozet gant ACB44
D'ar Meurzh 15 a viz Meurzh - 8e15 - Sinema Les Studios - BREST - Abadenn diellfennañ ha tañvadenn whisky da heul. Aozet gant Sked, Canal Ti Zef, Brezhoneg e Brest
D'ar Meurzh 15 a viz Meurzh - 8e30 - Sinema Even - LESNEVEN - Aozet gant Ti ar vro Bro Leon
D'ar Meurzh 15 a viz Meurzh - Ti ar vro Bro Sant-Brieg - SANT-BRIEG - Aozet gant Ti ar vro Bro Sant-Brieg
D'ar Merc'her 16 a viz Meurzh - 8e30 - Strilherezh Warenghem - LANNUON - Aozet gant Ti ar vro Bro Dreger ha Goueloù
D'ar Yaou 17 a viz Meurzh - 6e - Cinéville - KONKERNE - Tañvadenn whisky da heul. Aozet gant al levraoueg ha Tud Bro Konk

HAG IVEZ, da vare Sizhunvezh ar brezhoneg

Photo
Teulfilm / 2015 / 52 mn
Kenbroduet gant Gwengolo Filmoù ha France 3 Breizh
Brezhoneg istitlet e galleg

Ur road movie a gas ac'hanomp da heul Gael le Ny, ul luc'hskeudenner ezel eus ur gevredigezh a vignoniezh etre Breizh hag ar Gurded. D'e heul hag e gamaladed e kroger gant ur c'hest evit dizoloiñ ar Gurded en o stourm evit ijinañ an demokratelezh en o bro. Loc'hañ a reer eus Diyarbakir, kêr-benn Kurdistan Turkia, ur vro a glaske c'hoazh e miz Ebrel 2015, treiñ ar bajenn gant poan, goude bloavezhioù a vrezel gant an arme turk. En ur dremen dre kampoù e lec'h m'o deus ar repuidi bevet ar pezh a c'hell diskouez mab-den pa vez en e euzhusañ, ez aer betek talbenn ar brezel etre Kurded Siria ha Daesh, e-mesk paotred ha merc'hed yaouank, a vez o stourm evit argas ar varbariezh ha krouiñ un demokratelezh nevez a rofe plas d'an holl plac'h pe paotr, kurd, arab pe armenian, muzulman pe gristen. Nevez-amzer Kurdistan a reont eus ar stourm- se.

D'al Lun 14 a viz Meurzh - 8e30 - Sinema La Salamandre - Aozet gant KLT
D'ar Meurzh 15 a viz Meurzh - 8e30 - Selaouva DOUARNENEZ - Aozet gant Emglev Bro Douarnenez
Emgav gant ar sevener da heul an abadennoù.

Photo

RAKSKIGNAN

D'ar Sadorn 17 a viz Here 11e, sinema Arvor, Roazhon
D'al Lun19 a viz Here, sinema Les Studios, Brest

Photo
Teulfilm / 2015 / 52 mn
Sevenet gant Mikael Baudu.
Kenbroduet gant Gwengolo Filmoù ha France 3 Breizh
Brezhoneg istitlet e galleg

Ur road movie a gas ac'hanomp da heul Gael le Ny, ul luc'hskeudenner ezel eus ur gevredigezh a vignoniezh etre Breizh hag ar Gurded. D'e heul hag e gamaladed e kroger gant ur c'hest evit dizoloiñ ar Gurded en o stourm evit ijinañ an demokratelezh en o bro. Loc'hañ a reer eus Diyarbakir, kêr-benn Kurdistan Turkia, ur vro a glaske c'hoazh e miz Ebrel 2015, treiñ ar bajenn gant poan, goude bloavezhioù a vrezel gant an arme turk. En ur dremen dre kampoù e lec'h m'o deus ar repuidi bevet ar pezh a c'hell diskouez mab-den pa vez en e euzhusañ, ez aer betek talbenn ar brezel etre Kurded Siria ha Daesh, e-mesk paotred ha merc'hed yaouank, a vez o stourm evit argas ar varbariezh ha krouiñ un demokratelezh nevez a rofe plas d'an holl plac'h pe paotr, kurd, arab pe armenian, muzulman pe gristen. Nevez-amzer Kurdistan a reont eus ar stourm- se.

Photo

War Tebeo, Tebesud, TVR
(brezhoneg istitlet e galleg) ha war Brezhoweb (brezhoneg) e vo skignet pep rann d'ar Gwener da 8 eur 45 noz :

27 a viz C’hwevrer: Devil's Bridge
6 a viz Meurzh:
Night music
23 a viz Meurzh:
Penwyllt
30 a viz Meurzh:
The girl in the water

SERR-NOZ

Titl orin : Y Gwyll - Hinterland
Produiñ: Fiction Factory (Kerdiz)
Kenbroduiñ : S4C, Tinapolis hag All3Media


rann 1añ : Pont an Diaoul, 1e36
Skridaozañ : David Joss Buckley hag Ed Thomas
Seveniñ : Marc Evans
Komedianed :
Richard Harrington, Mali Harries, Alex Harries, Hannah Daniel ha Aneirin Hughes.

Aberystwyth, war aodoù kornôg Bro-Gembre, ur vro didro ha brav ken-ken e-lec’h ma vez diaes goût an diforc’h etre amzer dremen hag amzer a-vremañ… Er bed moug-se eo emañ ar penn-enseller Tom Mathias o vevañ. Ur gwaz speredek-kaer eo, met trubuilhet-bras eo gant darvoudoù kozh e vuhez. He sekredoù dezhi he deus ivez Mared Rhys, e genlabourerez. Ur skipailh efedus-mat zo deus Tom Mathias, paotr Londrez, ha Mared Rhys, a orin deus ar vro, evit dont a-benn deus un enklask diaes a-walc’h.

Un heuliad polis lusk ha barzhoniezh ennañ eo Serr-noz.
Filmet eo bet e Bro-Gembre e tri stumm war ar memes tro, ha skignet e kembraeg war S4C, e kembraeg/saozneg war BBC Cymry-Wales, hag e saozneg war BBC Four. E kazetennoù Breizh-Veur eo bet lakaet an heuliad Serr-noz par-ouzh-par gant heuliadoù polis Skandinavia, e-giz The Killing pe Wallander (bet gwelet war ARTE), pe c’hoazh Bron (bet gwelet war Canal+). Berzh en doa graet ar c’houlzad kentañ war ar chadennoù S4C ha BBC, ent-se eo bet filmet an eil koulzad dija. War chadennoù Norvegia, Finland, an Izelvroioù ha Belgia eo bet skignet Serr-noz dija, hag en ur dremen dre Vreizh eo e c’hallo skeiñ etrezek Bro-C’hall, a-benn ar fin !




Photo
14/03 : festival Polyglotte, Nort-sur-Erdre (44)
26/03 : Sinema Le Grand Bleu, Karaez (29), heuliet gant un eskemm gant Avel Corre
27/03 : Mediaoueg Les Tresors de Tolente, Plouguerne (29), heuliet gant un eskemm gant Yann-Edern Jourdan hag Anna Lincoln (Kalanna)
31/03: An Oriant
31/03: Sinema Etoile, Karanteg (29), heuliet gant un eskemm gant Yann-Edern Jourdan
2/04: Sinema Les Studios, Brest (29), heuliet gant un eskemm gant Nicolas Leborgne
6/06: Ar Maezioù Frank, Roazhon (35)
11/06 : Ciné Manivel, Redon (35)

DA VARE
GOUEL AR FILMOÙ DOUARNENEZ


D'ar Merc'her 27 a viz Eost - 10e - TYS

Skignadenn hag eskemmoù tro-dro da
3 film-berr faltazi
e brezhoneg
Asambles gant ar sevenerien hag ar broduerien, evit gouzout hiroc'h war an doare da seveniñ, da broduiñ ha da skignañ o filmoù.
Digoust, digor d'an holl.

Photo
Fin ar bed, savet gant Nicolas Leborgne, produet gant Lyo Production, Dizale, Tébéo, Ty Télé ha TVR35, gant sikour Rannvro Breizh hag ar CNC
2012 / 9 mn

Rann gentañ ur rummad tele 10 rann e brezhoneg, «Fin ar Bed» a zo ur road-movie, hanter drajedienn, hanter farserezh, hag a gont beaj tri den o vont a-dreuz hentoù Breizh. Un istor gant tri istor eo. Tri den ha n’o deus seurt ebet da welet an eil re gant ar re-all pe ken nebeut. An tri den-se a rank bevañ o istor dezho hag emaint o vont d’ober.
Gant dale, savet gant Goulwena an Henaff, produet gant ar gevredigezh Seveniñ
2013 / 12 mn

Teir mignonez en em gav ingal evit flapat ha c’hoarzhin kement ha ma c’hellont. Ur gudennig a zo memestra : bep tro ez eus dale gant unan anezho…

An dianav a rog ac'hanon, savet gant Avel Corre, produet gant Tita Productions, ken-produet gant Brezhoweb, Tébéo, TébéSud ha TVR35 gant sikour Rannvro Breizh, PROCIREP/ANGOA hag ar CNC - 2014 / 20 mn
O vale emañ Anita e-barzh ur porzh-mor. Dilaosket he ziegezh ganti. Noziñ a ra. En-dro dezhi, givri-houarn sklêrijennet, uzinoù o teurel o moged e-barzh bannoù gouloù, hentoù-houarn dizimplij evel hent bale. Staliet e-kreiz an daolenn-se, ur roulotenn, tommder ha livioù stag outi. Tostaat a ra Anita outi...


D'ar Merc'her 27 a viz Eost - 5e/5e45 - Hôtel de France Douarnenez

Rakskignadenn
« Henri Rannou, martolod ar boutailhoù »
Digoust, digor d’an holl
Photo
Ur rummad etre kontadenn ha film-bevaat, 20 x 3 mun skignet e brezhoneg (12 rann) hag e galleg (8 rann), war Frañs 3 adalek an 13 a viz Gwengolo.
Sevenet gant Caroline Rubens, ken-produet gant Vivement Lundi !, France Télévisions ha chadennoù lec’hel Breizh, gant sikour Rannvro Breizh hag ar CNC.


Emgav da heul gant Henri Rannou, ar sevenerez hag ar broduerien.Dibaoe 40 vloaz emañ Henri Rannou o sevel bagoù da lakaat er boutailhoù evit reiñ korf da istorioù mor o deus skoet e spered. Gant e zoare kontañ ha gant harp ar bagoù er boutailhoù e sach hon evezh war sitorioù mil vrudet e-giz Moby Dick, pe an Titanic, ar Pourquoi-pas ha mil darvoud all degouezhet e bed ar voraerien.

Photo
D'ar Gwener 6 a viz Even - 8e noz
ROAZHON - Papier timbré

Ar Forechoù
2013 / 26mn / Brezhoneg istitlet e galleg
Sevenet ha skrivet gant Bastian Gwilhoù
Produet gant Frañs 3 Breizh

Visant en doa prometet d'he gi en defe prenet dezhañ un ti, parkeier, loened ha lojiri... Hag emañ bremañ Viktor ar c'hi, Visant hag Amy e wreg o sevel menajiri e Forechoù e C'houerc'had ha kement-mañ 'boe 2009. Bet eo Amy pad tri bloaz oc'h ober skol a-raok dilezel he micher 'vit mont da heul e gwaz ha krouiñ ur menaj "pedagogel". Vinsant eñ a sav moc'h bio, labourat a ra ar c'hig ha gwerzhañ war marc'hajoù ar vro.... 
Ouest-France / 30 avril 2014. Ar Forechoù, grosse affluence pour voir les animeux parler.

Photo
D'ar Sadorn 24 a viz Mae - 2e ha 6e45 - digoust
Douarnenez - Sal Jules Vernes


Marsel, paotr plaen
un teufilm sevenet gant Bastien Gwilhou
26 min / 2010 / Brezhoneg istitlet e galleg / produet gant frañs 3 Breizh

Un tamm paotr plaen eo Marsel. Diw wech plaen. Ganet oa bet e Krec'h-Morvan en Larruen, pennad 'zo bremañ. Ul lec'h darempredet pell 'zo gant a bep seurt tud. Rak digor bras vez dor Marsel dalc'hmat ha kalz tud yaouank a zo bet aet di da zeskiñ kanañ. Ur mestr-kaner eo Marsel hag eñ o vevañ kreiz ar vro Fañch. Gant e dud, er gêr ha gant tud ar vro, kanerien ha dañserien anezho, en deus desket ha kement all a ra ivez : treuzkas an herezh bet fiziet ennañ. Poltred un den fur, gouiziek, kaner ha konter hep e bar. Peurleurennet eo ar film, hag e mod-se eo en deus silet Bastian Gwilhoù e fent dezhañ ennañ.

Abadennoù aozet gant skol sonerezh Douarnenez, da geñver An devezh bras, asambles gant Daoulagad Breizh.


Photo
D'ar Yaou 8 a viz Mae - 8e30 - 3€
Ar Yeuc'h - Sal sokiosevenadurel
Da vare Gouel An Diaoul a gan

Pa guzh an heol

Un teufilm sevenet gant Ronan Hirrien
Produet gant JPL Films

52 min / 2013 / Brezhoneg istitlet e galleg


E Breizh, evel e lec’h all en Europa, e kaner. Nebeutoc’h nebeutañ koulskoude, rak gweloloc’h e vez kavet selaou « kanerien wir » war ar radio pe war un i-pod.
Er film-mañ ec’h en em vod Breizhiz - Yann-Fañch Kermener, Brigitte Kloareg, Loïc Jadé – ha Finlandiz – Pekka Huttu-Hiltunen, Kristina Kuusisto – evit klask asambles aesaat treuzkas ar glad kanet e brezhoneg, hag e finneg e Karelia Finland ha Rusia. Kement-mañ a reont tost da zaou c’hant vloaz goude ma oa bet lakaet war wel ar gwerzioù kozh gant lenneien, e penn-kentañ an XIXvet kantved, pa voe embannet ar « c’h/Kalevala » e 1835, bet dastumet e Karelia, hag ar « Barzaz Breiz » e 1839, bet dastumet e Breizh. Eus ur festival d’unan all, eus ur gentel d’unan all e reomp anaoudegezh gant ar glad kanet-se. Gant an dreizherien memor filmet e klaskomp gouzout perak ha penaos treuzkas ar memor kanet, d’ar vugale koulz ha d’ar re vras ?


Photo
D'ar Sul 27 a viz Ebrel - FORECHOU
Ar Forechoù
2013 / 26mn / Brezhoneg istitlet e galleg
Sevenet ha skrivet gant Bastian Gwilhoù
Produet gant Frañs 3 Breizh

Visant en doa prometet d'he gi en defe prenet dezhañ un ti, parkeier, loened ha lojiri... Hag emañ bremañ Viktor ar c'hi, Visant hag Amy e wreg o sevel menajiri e Forechoù e C'houerc'had ha kement-mañ 'boe 2009. Bet eo Amy pad tri bloaz oc'h ober skol a-raok dilezel he micher 'vit mont da heul e gwaz ha krouiñ ur menaj "pedagogel". Vinsant eñ a sav moc'h bio, labourat a ra ar c'hig ha gwerzhañ war marc'hajoù ar vro.... 

Ouest-France / 30 avril 2014. A Forechoù, grosse affluence pour voir les animeux parler.

Photo
D'ar Meurzh 23 a viz Ebrel
PLOUGASTELL-DAOULAZ - Sinema L'Image
rakskignadenn

Lammoù Kalon e Palestinia

2013 / 26 mn / Brezhoneg istitlet e galleg
Sevenet gant Mikael Baudu


Kaset e vezer e-kreiz ur c'hefridi skoazell e Palestinia gant Riwana, ur studierez war ar medisinerezh a ya da heul daou vedisin eus Brest, Dominique Le Nen ha Jean Branellec. Surjian ortopediour eo an eil, anesteziour eo egile, mont a reont o daou ingal, da dremen un nebeut sizhunvezhioù pep bloaz, evit skoazellañ ezhommeien ar broioù all pa vez ar gumuniezh etrebroadel o sellet e-kichen.
En teulfilm-mañ e heulier anezho en Ospital Khalil Suleiman e Jenin, just e-kichen ur c'hamp repuidi palestinat a voe adsavet goude bezañ bet peurzistrujet gant arme Israel e 2002.
Un emgav gant Palestiniz eo ivez, en o buhez pemdez hanter-hent etre peoc'h ha brezel.



Photo
D'ar Sadorn 29 a viz Meurzh
ENORZH - Sinema Le Paradiso
Da geñver Festival Polyglotte, gant sikour Daoulagad Breizh

Ur Skragn en Uhelgoad

2010 / 13 mn / Brezhoneg istitlet e galleg
Sevenet ha skrivet gant Bastien Gwilhoù
Ganet oa bet Jean-Marie Skragn en Uhelgoad e 1920, lec'h n'en deus morse paouezet da gerzhout, da gontañ, da skrivañ, hag-eñ 90 vloaz hiriv. 

Photo
Herri An Aod
2013 / 16 mn / Brezhoneg istitlet e galleg
Sevenet ha skrivet gant Bastien Gwilhoù
Ganet eo bet Herri an Naou 'ba Pariz, rediet ma oa e dud da zivroañ, a-benn kavout labour. Darn vrasañ amzer e vugaleaj eo bet o chom 'ba ti e vamm-gozh. Ur blijadur 'vez da Herri seniñ treujenn-gaol evit an dud ha da gontañ evit ar re yaouank er skolioù.


Sizhunvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg : filmoù er salioù !

Photo
D'ar Meurzh 1añ a viz Ebrel - 6e30 noz
ROAZHON - Ti Skeudenn


Yann-Herle Gourves, komedian, skrivagner, deraouer ar rummad filmoù-berr faltazi a zeui evit ur gaozeadenn.

Digoust - Skeudenn Bro Roazhon

Photo
D'ar Merc'her 2 a viz Ebrel - 10e
KEMPER - Ti ar vro kemper
Film-bevaat / Japan / 2010 / 1 e.zh 34 /
Skignet gant Studio Ghibli - Sevenour : Hiromasa Yonebayashi
Advouezhiet e brezhoneg gant Dizale
Un tamm deus istor Shô eo zo kontet er film-mañ, ur paotrig 12 vloaz, o tont e-barzh goude ur c’hleñved. O paouez emañ ’n em staliañ ’ba ti e vamm-gozh, a vev gant he matezh. Un ti kozh digempenn e jardrin eo hemañ, e kornôg Tokyo. Eno, dindan ar planchod, emañ un tiegezh o chom. Bezañ zo Poddo, an tad, Homily, ar vamm, hag o merc’h, Arrietty. Ha n’eus hini ebet er familh-se brasoc’h evit un nebeud santimetroù. Chom hep bezañ gwelet gant an dud vras eo o ger-stur. Met ober a ra ar paotrig anaoudegezh gant Arrietty. Ha sevel a ra un istor karantez etre tud yaouank. Ret e vo d’ar plac’h yaouank bezañ kalonek-mat evit gellet miret ar paotrig e-mesk he mignoned.Tennet eo ar film-mañ eus ar romant The Borrowers (Les chapardeurs e galleg) gant Mary Norton.

Evit ar vugale hag ar familhoù - Aozet gant Ti ar Vro kemper - 02 98 90 70 43

Photo
D'ar Merc'her 2 a viz Ebrel - 8e30 noz
PLOURIN-GWITALMEZE- Sal Cyberia


Kentañ film-hir faltazi e brezhoneg, savet gant ur skipailh holl-vrezonegerien.
(2013 / 1h38 / Brezhoneg istitlet)

Distro eo Gwenn da Lann Vraz, ul ledenez gouez eus aodoù Breizh. Deuet eo en-dro gant ar soñj kuzh adkavout Mark, karantez he yaouankiz. Met e penn mirva naturel ar vro emañ bremañ Mark, ha bec’h ‘zo savet etrezañ ha familh Gwenn, saverien istr a rumm da rumm…

3€ - Titouroù - 02 98 89 29 78


Photo
D'ar Sul 6 a viz Ebrel - 2e
NAONED - Sinema le Bonne-Garde

Ur film savet e 1996 gant Mel Gibson.
Avouezhiet e brezhoneg gant Dizale. Istitlet e galleg.
Gant mouezhioù
Tanguy Daniel, Nolwenn Korbell, Dom Duff...

4€ - Agence Culturelle Bretonne - 02 51 84 16 07


Propulsé par Créez votre propre site Web à l'aide de modèles personnalisables.
  • Degemer
  • Mizvezh an teulfilmoù
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2023
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
    • Bilañs troiad 2022
  • Filmoù Chakod
    • Hag evit ar skolioù
  • Gouel ar filmoù Douarnenez
    • Dreistdibab Breizh
    • Brezhoneg war ar skrammoù
  • Kreizenn dielloù
  • Brezhoneg war ar skrammoù
    • Abadennoù publik
  • Liammoù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp