Etre miz C'hwevrer ha kreiz miz Even 2024
21añ Troiad an tresadennoù-bev
advouezhiet e brezhoneg
Daou brogramm, evit ar re vihan hag ar re vras…
Dielloù e brezhoneg evit ar skolaer.ez
Skritell
|
Dielloù e brezhoneg evit ar skolaer.ez
Skritell
|
ADALEK 3 BLOAZ
Avel er c’horz
Ur programm 3 berr-metrad bevaat
45 mn / Filmoù treset 2 vent / Livioù / Les films du Nord & Cinéma Public Films
Advouezhiañ e brezhoneg : Dizale
Aozañ Troiad ar skolioù : Daoulagad Breizh
Ur programm 3 berr-metrad bevaat
45 mn / Filmoù treset 2 vent / Livioù / Les films du Nord & Cinéma Public Films
Advouezhiañ e brezhoneg : Dizale
Aozañ Troiad ar skolioù : Daoulagad Breizh
Tri film berr, gwisket gant sonerezhioù dibar, harozezed souezhus ha tresadennoù kaer-meurbet. Kaset eo teir flac’h an avanturioù-se gant o fent, o c’halon hag un tammig follentez ivez war-du ur vro ma c’hellont c’hoari ar marc’hegezed, kaout ul likorn da vignonez, hag ober d’ar bobl sevel ouzh ur roue gwelch gras d’ar sonerezh ! Avel er c’horz, avel ar frankiz hag ar varzhoniezh !
Aerouant ha dantelezh Gant Anaïs Sorrentino (2015 / 5 mn) Plac’hig an istor-se a gav hir hec’h amzer o c’hoari en ti bihan gant he mignonezed. Kavout a rafe gwelloc’h bezañ ur varc’hegez… Mont a ra kuit da neuze, da gaout kamaladed ha kamaladezed all, laouen da gas c’hoarioù all. En em gavout a ra gant un aerouant arru poazh gant e rol a loen drouk, ur c’hazh hag a blijfe dezhañ bezañ penn meur ar c’hoarioù-se, hag ur c’hilhog songarour... An Unkorneg Gant Rémi Durin (2017 / 13 mn) Ur roue bihan, un dro bennaket, a wel e koadoù e rouantelezh bihan, ur boud gwenn-kann ha dillo eus ar re souezhusañ. Ar roue bihan a ro da urzh d’ar marc’heg Kamm-bihan da vont da drapout al loen-se, met tro wenn a ra hennezh. Ar rouanez vihan eo a ra d’al likorn dont betek er c’hastell. En desped d’ar preder mat a vez roet d’al loen e chom klañv un nebeudig goude se. Penaos e bareañ ?A-ziwar an albom La Licorne gant Martine Bourre, bet embannet gant an ti Pastel. Avel er c’horz Gant Nicolas Liguori & Arnaud Demuynck (2017 / 27 mn) Eliette, 8 vloaz, a vev en ur vro m’eo bet berziet gant ar roue selaou sonerezh. Un troubadour deuet eus ar Sav-Heol zo bet kenkizet e vinvioù evel-se met n’eo ket prest da sentiñ d’ar reolenn-se. Ar soner ha ne c’hell mui seniñ, hag ar plac’hig bet stummet ur fleüt ganti en ur gorzenn, ‘ra anaoudegezh hag asambles e vroudont ar bobl d’en em zizober eus ar mac’homer. |
ADALEK 7 VLOAZ
Pachamama
Film bevaat gant Juan Antin
2018 – Frañs / Luksembourg / Kanada – 1h10
Skignañ : Haut et court - Advouezhiañ e brezhoneg : Dizale - Aozadur an Droiad evit ar skolioù : Daoulagad Breizh
Film bevaat gant Juan Antin
2018 – Frañs / Luksembourg / Kanada – 1h10
Skignañ : Haut et court - Advouezhiañ e brezhoneg : Dizale - Aozadur an Droiad evit ar skolioù : Daoulagad Breizh
Tepulpaï ha Naïra, daou indian yaouank a-orin eus Aradennad an Andoù, a ya kuit eus o c’heriadenn e roudoù ur vandennad Inkaed bet laeret gante Pachamama, totem gwarezus o re. O c’hest a gas anezhe betek Kuzko, ar gêr-benn real, sezizet gant ar Gonkistadored.
Sevenet eo bet ar film-se da enoriñ sevenadurioù an Andoù. Juan Antin a felle dezhañ reiñ ar gaoz d’an Indianed ha displegañ o doare-bevañ, o c’hredennoù.
Penn da benn ar film-se e komprener aes ha didro pegen bras eo plas an natur : braventez zo bet lakaet er skeudennoù bet graet evit kontañ an istor, ha splann eo emzalc’h doujus an tudennoù, anezhe dileuridi da holl pobloù kentañ Amerika, da geñver an Douar. Ar film a ziskouez ivez penaos omp ni holl, hiniennoù ac’hanomp, elfennoù un hollad, en hor c’ humuniezh, en denelezh, e-touesk an holl boudoù bev war an Douar. Deskiñ a ra deomp priziañ an holl vadoù profet deomp gant an Natur.
Avantur Tepulpaï ha Naïra a c’hoarvez er XVIvet kantved, ha koulskoude e komz da vugale ar c’hentañ kantved warn-ugent : int ivez a oar pegen pouezus eo doujañ d’an natur, doujañ d’ar pobloù gant o sevenadurioù, doujañ d’an holl, pe baotr pe blac’h.
Kest an daou grennard a raio dezhe kreskiñ ha diskouez splann d’ar re all piv int.
Pachamama a zo anezhi un oberenn deuet kaer gras d’ul lusk seder, un tresañ graet evit daoulagad ar vugale, ha livioù sked-disked.