Daoulagad Breizh brezhoneg
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2026
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
  • Filmoù Chakod
    • Galv d'ar filmoù 2026
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2026
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
  • Filmoù Chakod
    • Galv d'ar filmoù 2026
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp
02 98 92 97 23


FILMOÙ CHAKOD
Filmoù berr e brezhoneg
 


FILMOÙ-CHAKOD, PETRA EO-SE ?


E 2017 e oa bet roet lañs d’ar genstrivadeg filmoù-chakod e brezhoneg gant Daoulagad Breizh hag Emglev Bro Douarnenez evit reiñ c’hoant d’an dud krouiñ e brezhoneg, dre binvioù kleweled a-vremañ hag aes d’ober ganto. Emglevioù ha tiez-bro all zo deuet barzh jeu a vloaz-da-vloaz. Mont war zu Breizh a-bezh ha pelloc’h c’hoazh eo hor pal.

Ar genstrivadeg a zo digor d’an holl ! Klask a reomp disachañ tud a bep seurt oad hag a bep seurt metoù (skolidi, skolajidi ha liseidi an teir hentenn, oadourien o teskiñ brezhoneg, familhoù, tud a-vicher, amatourien…)

Ar pal ? Seveniñ ur filmig :
- 3 munutenn d’ar muiañ.
- E brezhoneg is-titlet e galleg.
- Filmet gant dafar skañv a c’heller lakaat en ho chakod (hezoug, kamera bihan…).

Un tem disheñvel a zo pep bloaz.

E miz Gwengolo, da vare an distro-skol, e vez lañset ar galv d’ar filmoù. D’ar 1añ a viz Ebrel e vez klozet an enskrivadurioù.

Gant Daoulagad Breizh e vez kenurzhiet ar genstrivadeg e Breizh a-bez. Kinnig a reomp ivez atalieroù buhezet gant tud a-vicher er skolajoù ha liseoù ha stajoù kino evit sikour an dud da seveniñ filmoù-chakod.


3 tuto a zo bet sevenet gant Manon Renault. Adkavit anezho war hor chadenn YouTube. Desket vo ganeoc’h skrivañ ur senario, aozañ ur prantad filmañ hag ur prantad frammañ evit echuiñ !

An tri tuto

Skrivañ ur film
Ar filmañ
Ar frammañ

Skignadennoù ha prizioù

E miz Mae e vez skignet ar filmoù.


Ar Chakod Deiz a vez aozet e-pad an devezh evit ar skolajoù ha liseoù. Ur juri gant tud a-vicher deus bed ar c’hleweled a ro priz ar Sardinenn aour ha priz ar Sardinenn Arc’hant. Votiñ a ra ivez ar re yaouank evit priz ar publik.


Ar Chakod noz a vez aozet e-pad an nozvezh, evit an holl. An arvesterien a zibab gant piv e zaio priz ar Sardinenn aour. Brezhoweb, keveler ar genstrivadeg a ro ur priz ivez.

Image
War un ton fentus e vez kinniget an nozvezh-se. Bodañ an dud evit gwelout ar filmoù ha kaout plijadur a zo ar pal ! Cheñchet e vez lec’h pep bloaz ha gant ur gevredigezh sevenadurel disheñvel e vez kemeret an aozadur e-karg.
Ar filmoù sevenet a c’heller adkavout war hor chadenn Youtube.


Ar genstrivadeg filmoù-chakod a denn gounit deus souten arc’hantouiñ an DRAC – Ministrerezh ar Sevenadur, deus Rannvro Breizh, Departamant Penn-ar-Bed, Departamant ar Mor-Bihan ha Departamant Il-ha-Gwilen.

Propulsé par Créez votre propre site Web à l'aide de modèles personnalisables.
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2026
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
  • Filmoù Chakod
    • Galv d'ar filmoù 2026
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp