Daoulagad Breizh brezhoneg
  • Degemer
  • Mizvezh an teulfilmoù
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2020
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
    • Bilañs troiad 2019
  • Filmoù Chakod
  • Gouel ar filmoù Douarnenez
    • Dreistdibab Breizh
    • Brezhoneg war ar skrammoù
  • Kreizenn dielloù
  • Brezhoneg war ar skrammoù
    • Abadennoù publik
  • Liammoù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp
  • Degemer
  • Mizvezh an teulfilmoù
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2020
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
    • Bilañs troiad 2019
  • Filmoù Chakod
  • Gouel ar filmoù Douarnenez
    • Dreistdibab Breizh
    • Brezhoneg war ar skrammoù
  • Kreizenn dielloù
  • Brezhoneg war ar skrammoù
    • Abadennoù publik
  • Liammoù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp
02 98 92 97 23

BREZHONEG WAR AR SKRAMMOÙ

Bannañ filmoù, lod evit ar wezh kentañ, aozañ ur pitch-dating brezhoneg, stadañ an traoù, en em gavout asambles... Bep bloaz e vez aozet gant Daoulagad Breizh ha Gouel filmoù Douarnenez un devezh preder hag eskemm war ar sinema ha ledanoc’h war ar c’hleweled e brezhoneg. An emgav-se a zo bet soñjet evit an dud a-vicher hag an holl re dedennet gant ar c’hrouiñ e brezhoneg : diskouez a ra penaos e labouromp a-hed ar bloaz gant oberourien ar filierenn sinema.
Ret eo, ha ret e vo c’hoazh en dazont, ober liammoù etre an dud, kelaouiñ muioc’h ar re e diavaez ar rouedad-se, ha derc’hel da stummañ ar re intereset gant se, d’ober dioute dougerien soñjoù, soñjoù hag a droio goude da filmoù e brezhoneg.
Ha ret eo, ret e vo en em soñjal war an argant a vo ezhomm da gaout evit finansiñ ha skignañ ar filmoù-se.
Photo
Bep bloaz e vez kinniget gant Daoulagad Breizh ha Gouel ar Filmoù un tamm amzer d’ar c’hrouiñ filmoù ha kleweled e brezhoneg. Ur c’hinnig graet koulz d’ar publik ha d’an dud a vicher.

Taol-grenn : Perak Seveniñ filmoù brezhonek e 2019 ?
Penaos krouiñ e brezhoneg ?

 E 2014 e oa bet aozet ar c’hentañ Pitch dating brezhonek, gant ar soñj da ambroug tud a oa bet raktreset ganto krouiñ un dra bennak dija. Er bloaz-se hag er bloazioù war-lerc’h ez eus bet meur a pitch all ha meur a lennadenn senarioioù ivez. Deuet zo brezhonegerien da gontañ kaoz diwar-benn ar filmoù raktreset ganto ha da zifenn o raktresoù dirak pro duerien ha skignerien.

Ha ma vez graet ar gont hiziv, peseurt emdroadur zo bet, nevez zo, gant ar c’hrouiñ filmoù ha kleweled e brezhoneg ? Daoust ha trawalc’h zo ? Douget e vefer da respont « n’eus ket », gant an nebeud a filmoù brezhonek bet resevet ganeomp evit Dreistdibab Breizh ar bloaz-mañ.Diwar gement-mañ omp deuet da glask gouzout petra a rankfer kaout, hiziv, evit gwelet ar c’hrouiñ o tiorren da vat e brezhoneg. Daoust hag ambroug ar raktresoù muioc’h ha gwelloc’h, dre modoù nevez, eo a vefe dav ober evit aesaat kas anezho da benn ? Kement raktres zo, evel a ouzer, a c’houlenn ur pezh-mell labour a-benn dont da c’henel un oberenn arz. Ha stankoc’h e vefe ar skoilhoù war hent ar re a vez o krouiñ en ur yezh vinorelaet ? Penaos mont dreisto ?

Un daol-grenn a ginnigomp deoc’h eta, digor bras d’an holl. Pedet e vo tud a zo empleget mod pe vod war dachenn ar c’hrouiñ e brezhoneg, tud hag a c’hello testeniañ diwar-benn o hent, o buhez-labour, o skiant prenet. N’eo ket lavaret ez eo respontoù a vo degaset ganto, met da vihanañ o ali, o meno, kement ha klask gwellaat. Gwelet a reomp ivez an daol-grenn-se evel un digarez da eskemm men-nozhioù ha titouroù gant ar re a vo deuet gant o raktresoù filmoù hag a c’hello displegañ ar pezh emaint o c’hortoz, o savboent, o diaezamantoù.

Gant Nolwenn Korbell (komedianez ha muzisianez), Michèle Beyer (skrivagnerez), Anna Lincoln (produerez), Kaou Langoet (komedian), Fred Prémel (produer), Laurence Ansquer (produerez)…

Etre 10e ha 12e30 - Hôtel de France

Kemenn ar c'hrouidigezh ur skoazell evit sikour skrivañ senarioioù a faltazi evit ar skinwel e brezhoneg

Kinniget e vo ar mod-labour hag an deiziataer gant Rannvro Breizh, Frañs 3 Breizh ha Brezhoweb. Evit reiñ startijenn d’ar c’hrouiñ ha broudañ tud da seveniñ heu-liadoù skinwel a faltazi e brezhoneg e vo lakaet e plas ganto ur skoazell ispisial difer. Petra eo ar pal, evit a sell gennad ar c’hleweled e Breizh ? Ober a seurt ma vo un tamm mat liesoc’h temoù ha danvez ar senarioioù ha ma vo gallet produiñ er vro heuliadoù nevez da vezañ skignet da c’houde war ar chadennoù skinwel hag ar genrouedad.




2018

Warlene e oa bet signet evit ar wech kentañ e-pad Gouel ar Filmoù, tri rann kentañ ar rann-film-mañ. Ar bloaz-mañ e kinnigomp deoc'h ar film en e bezh !
Photo

Tri den war hentoù Breizh o kroaziañ o flanedenn hag o kamaladiñ e-kerzh ur road-trip trema an amzer dremenet hag an amzer da zont. Mari, ur vaouez a aferioù aet he c’houblad da get, zo ret dezhi ambroug ar paotr yaouank Klet en ur redadeg poursuiñ war-lerc’h e hantervreur. En em gavout a ra gant ur c’henveajour all, Fañch e anv, ur paotr kozh hag a vez atav gantañ ur c’hevrinus a voest gwispid dindan vrec’h…

Fiksion, Breizh, 1e, 2017, Liv, brezhoneg iztitlet e galler
Sevener : Nicolas Leborgne
Skrivet gant Nicolas Leborgne, Leonardo Valenti, Denis Rollier ha Guillaume Grosse
Diwar ur soñj deus Etienne Strubel
Skoazellerez seveniñ : Stéphanie Techenet
Skeudenn: Ludovic Auger, Avel Corre
Son : Henri Puizillout
Son frammer: Pascal Coulombier
Frammer skeudenoù: Gaëlle Villeneuve
Sonerezh: Krismen
Aktourien: Nolwenn Korbell, Kaou Langoët, Roger Stéphan et Tangi Daniel
Produet gant Lyo production et Tita Productions
Kenbroduet gant France 3 Bretagne, TVR, Tébéo, Tébésud et Brezhoweb



15e - 16e30, Hotel de France
"Ar faltazi kleweled e brezhoneg / 2009 - 2017"

Doser bet savet gant Catherine Delalande e-barzh he labour skol-veur da dapout an Diplom a Studioù Keltiek- Skol-veur Roazhon 2.
Mont e-barzh digoust
Kinnig a raio Catherine Delalande he labour hag a zo anezhañ ur sell ouzh ar politikerezhioù publik hag ouzh ar skoazelloù argant, ur renabl eus ar programoù hag eus o deraouerien, hag ur c’hinnig eus an hentoù a c’heller mont gante evit kreskiñ kalite ha niver an oberennoù kleweled e brezhoneg en dazont.

Da heul e vo dalc’het ur vodadeg foran evit meskañ soñjoù ha goulennoù an holl (ar publik hag an dud a-vicher) evit erbediñ brav al labour da gas en dazont.
Unan eus ar chanteroù war ar stern eo krouiñ ur c’honkour da skrivañ stiradoù-tele ha filmoù-faltazi berr.
Rannvro Breizh a vroudo ar vrezhonegerien d’en em soñjal war ur skoazell nevez a c’hello reiñ harp da dud zo evit skrivañ, hag ar c’honkour a c’hellfe bezañ un doare da voulc’hañ al labour krouiñ-se. Respont a rint er mod-se da c’hourc’hemenn ar publik hag ar skignerien da gaout filmoù da ziskouez. Sikouret e vefe bep bloaz al labour skrivañ da sevel tri senario film-faltazi berr evit kinnig stiradoù-skinwell da heul. An dud a gemero perzh en diviz a c’hello reiñ o santimant war ar c’honkour, ar mod ma vo aozet, ha peur e vo graet.


17e - 18e30, Sal ar gouelioù
3 film diskouezet evit ar wezh kentañ

Mont e-barzh priz sinema
Photo
Fog sevenet gant Mads Schniberg
Fiksion, Breizh, 2018, 17 mn, HD, livioù, brezhoneg istitlet e galleg


Cezeslaw Bodrov, lesanvet« Polonais », a zo anezhañ ur peizant breizhat marv e wreg hag o chom e unan penn en e di-feurm kozh. N’en deus darempred ebet mui gant e verc’h Ida, abaoe m’eo dimezet gant ur paotr a-orin eus Azia. Aet eo hi kuit gant he gwaz hag he c’hrouedur. Prenet zo gant « Polonais » un oan, d’e brofañ d’e vab-bihan, ganet e bloavezh an dañvad.

Komedianed: Thierry Machard, Anaïs Levasseur, Pier Mayer-Dantec
Ti-produiñ: Abordage Films(Pleuwigner - 56), All in one production

Ti-dasparzhañ : Deffi –
deborah.gillet@gmail.com



Anna Jaouen sevenet gant Maël Diraison
Fiksion, Breizh, 2018, 20 mn, fichennaoueg niverel, livioù, yezh orin brezhoneg istitlet e brezhoneg

1967, Kreiz-Breizh. En ur geriadennig er Menez Are emañ Anna o vevañ gant he zri bugel, hec’h unan evit ober war o zro. Ur choazh he do da ober ha lakaet e vo diaes gant he c’hoar-gaer, he breur-kaer hag er fin gant ar gumuniezh tud a vev tro-dro dezhi.
Komedianed: Sarah Floch, Mélanie Giotto, Laors Skavenneg, Aziliz Bourgès
Produiñ - Dasparzhañ : Kalanna Production (Plouguerneau-29) - anna@kalanna.com


Photo
Photo
Pamela hag Alice a oa bet ur raktres kinniget gant Gérard Gwenn er Pitch dating brezhoneg 1 e 2014
Pamela hag Alice sevenet gant Olivier Broudeur
Fiksion, Breizh, 2018, 14 mn, despizet uhel (HD), livioù, brezhoneg ha saozneg istitlet e galleg

Pamela, Saozonez ha mamm abaoe nebeut amzer a zo o paouez embroiñ e Breizh. N’eo ket gwall blijus an harlu-se dezhi, ha chom a ra koachet en he zi. Betek degouezh Alice, bet perc’hennez ar ger-se araozi. Ret mat ‘vo da Pamela paouez gant he digenvez choazet.

Komedianed: Katell Shorland-Kloareg, Geneviève Le Meur, Loeiza Beauvir, Tangi Daniel, Henry Wright
Produiñ-dasparzhañ : Carrément à l'Ouest (Karaez - 29)
- prod@carrementalouest.com





Kavit AMAÑ programm an Devezh Kleweled e brezhoneg bet aozet da vare Gouel ar filmoù 2015.
Propulsé par Créez votre propre site Web unique avec des modèles personnalisables.
  • Degemer
  • Mizvezh an teulfilmoù
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2020
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
    • Bilañs troiad 2019
  • Filmoù Chakod
  • Gouel ar filmoù Douarnenez
    • Dreistdibab Breizh
    • Brezhoneg war ar skrammoù
  • Kreizenn dielloù
  • Brezhoneg war ar skrammoù
    • Abadennoù publik
  • Liammoù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp