Filmoù chakod evit ar skolioù...
N'eo ket echu evit ar skolidi, skolajidi, liseidi... Kemerit perzh ! Ur skolaj ha 2 lise o doa kaset filmoù chakod deomp a-raok ar c'henfinañ. Filmoù all a oa war ar stern, prest da vezañ filmet gant skolidi, skolajidi ha liseidi, met serret eo bet dorioù ar skolioù... Pouezhus e deomp mont betek penn ar raktres ganto ha gant an holl re o do c'hoant kregiñ barzh bremañ. Gant ar memes tem e chomomp neuze : Ar 7... Un hezoug pe ur benveg foto, un urzhiataer, ur mennozh ha deomp dezhi ! Filmoù 4 mun d'ar muiañ Istitlet e galleg Kasit ar filmoù a-raok an 19 a viz C'hwevrer 2021 da : chakod@tiarvrolandernedaoulaz.bzh Ha sikour peus ezhomm ? Kavit amañ Alioù evit an teknik Ha fell deoc'h kinnig d'ho skolidi un atalier gant tud a-vicher evit sevel filmoù, deuit e darempred ganeomp. Gall rimp henchañ ac'hanoc'h. |
Hag emgav fin miz Meurzh evit sellout ouzh ar filmoù ha gouzout gant piv e zaio priz ar sardinenn aour.
Bodañ ar skolidi o do kemeret perzh ha kinnig dezho ur prantad eskemm plijus, war an amzer-skol, a fell deomp ober.

Tud a-vicher er skolioù e 2020/2021
Bep bloaz e vez skolidi, skolajidi ha liseidi o vezañ stummet hag ambrouget gant tud a-vicher evit sevel filmoù chakod. Daoulagad Breizh ha Ti ar vro Kemper a c'hell sikour evit lakaat e plas an atalieroù-se (gant souten Kuzul Departamant Penn-ar-Bed ha Kuzul Rannvro Breizh e 2020).
Manon RENAULT – plac'h ar c'hamera - e skolaj Diwan Kemper (raktres gevelliñ sevenadurel), lise Brizeux e Kemper ha skolaj Jean-Marie Le Bris e Douarnenez
Diaboe tri bloaz bremañ e yan da dremen amzer gant skolajidi skolaj Diwan Kemper ha skolaj Jean-Marie le Bris, ha gant liseidi lise Brizeux, evit sevel filmoù gante. Sevel filmoù, petra talvez ? Ret eo kavout un istor, a glot gant reolennoù ar filmoù-chakod, ret eo skrivañ ur senario, prientiñ an dafar evit treiñ, deskiñ an divizoù, filmañ pep tra, frammañ ar film, betek skrivañ ar roll-anvioù er fin ! Ur sapre labour, me lâr deoc'h ! A-drugarez da energiezh ha mennozhioù ar grennarded, ha gant sikour bras ar gelennerien, e vez filmoù brav bep bloaz, ha lod anezho o c'hounez prizioù zoken. Un digarez da ijinañ, da grouiñ, da labourat a-stroll, ha da vezañ laouen gant an disoc'h, a vo tu d'ar grennarded diskouezh d'o familh, ha mirout evel un eñvorenn d'eus ar maread-se.
Justine MORVAN – sevenerez - e skolaj Diwan ar Releg (raktres gevelliñ sevenadurel)
Labourat a ran gant skolajidi 4re skolaj Diwan ar Releg-Kerhun a-benn kas da benn filmoù berr evit ar filmoù chakod. O vezañ bet sevenourez e c’hellan-me sikour anezho da gompren penaos e vez krouet ur film. Labourat a reomp gant tabletezennoù niverel ha mikroioù, a-vez kavet er skolaj hag aes da implij. Pep pazenn ur film a vez amprouet ganto, eus ar mare skrivañ betek ar frammañ, evit ma c’helfent en em zifretañ o unan en dazont. Ur wech echu ar filmoù e vezont da Daoulagad Breizh a-benn kemer perzh er c’henstrivadeg filmoù chakod.
Léo GUILLERM– komedian - e skolaj Diwan ar Releg (raktres gevelliñ sevenadurel)
Sikour a ra Léo war an doare da verañ ar c'homedianed e-pad ar prantad treiñ.