Daoulagad Breizh brezhoneg
  • Degemer
  • Mizvezh an teulfilmoù
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2023
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
    • Bilañs troiad 2022
  • Filmoù Chakod
    • Hag evit ar skolioù
  • Gouel ar filmoù Douarnenez
    • Dreistdibab Breizh
    • Brezhoneg war ar skrammoù
  • Kreizenn dielloù
  • Brezhoneg war ar skrammoù
    • Abadennoù publik
  • Liammoù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp
  • Degemer
  • Mizvezh an teulfilmoù
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2023
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
    • Bilañs troiad 2022
  • Filmoù Chakod
    • Hag evit ar skolioù
  • Gouel ar filmoù Douarnenez
    • Dreistdibab Breizh
    • Brezhoneg war ar skrammoù
  • Kreizenn dielloù
  • Brezhoneg war ar skrammoù
    • Abadennoù publik
  • Liammoù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp
02 98 92 97 23

Kreizenn dielloù


Eñvor Gouel ar Filmoù e Douarnenez e kenlabour gant Daoulagad Breizh



An treuzkas e-kreiz ar jeu

Photo



En ti zo 13, straed Mickael an Nobletz e Douarnenez, stok ouzh Mirdi ar Bigi hag ar Vediaoueg, emañ staliet Kreizenn Dielloù ar Festival. Ul lec’h kelaouiñ hag eskemm eo, e-lec'h ma c’haller gwelet filmoù ivez.

Un 3 000 film VHS pe DVD bennak zo enni, ha 1 000 levr. Teuliadoù dielloù, dastumadegoù kelaouennoù war ar sinema ha Breizh, katalogoù festivalioù a gaver enni ivez.


Dalc’had Pobloù ha minorelezhioù
Teulfilmoù, filmoù faltazi, levrioù e liamm gant temoù bet ar Festival.
Dalc'had Breizh (bouetaet gant traoù ouzhpenn bep bloaz gant Daoulagad Breizh)
Teulfilmoù, filmoù faltazi, filmoù-bevaat, filmoù e brezhoneg, levrioù, kelaouennoù war an danvez.
Dalc'had dre demoù
Maouezed, Enbroañ, Trevadennoù, Fedoù er gevredigezh (toulloù-bac'h, bedeladur, tud ampichet…), Bugale, Enor da sevenourien stourmerien…


Piv a c’hall tennañ e vad eus ar Greizenn ?

Digor eo ar Greizenn dielloù da gement hini a fell dezhañ ober un tamm enklask bennak (tud a-vicher war ar c’hleweled ; skolioù, skolajoù, liseoù, skolioù-meur ; kevredigezhioù sevenadurel, pe a ra war-dro ar genskoazell etrebroadel ; festivalioù sinema, programmerien ; kreizennoù didu ha buhezourien ; izili ar Festival ha Daoulagad Breizh…)
Ingal e vez prest skipailhoù ar Festival ha Daoulagad Breizh da roiñ an dorn en enklaskoù-se, ha da sikour kement ezel eus ur gevredigezh bennak a plijfe dezhañ programmiñ ur film, da vont en darempred gant perc'henien ar gwirioù (produourien pe skignerien…).




Pleustrek

Ur sal a vez prestet d'ar re a fell dezhe sellet ouzh ur film, pe meur a hini, war blas.
Evit gellet amprestiñ dielloù eo ret bezañ ezel eus ar Festival pe eus Daoulagad Breizh, gant ma vo stag ouzh an dielloù-se gwirioù prestiñ d'an hiniennoù.



Zoom war dalc'had Breizh gant Daoulagad Breizh…

Dreistdibab Breizh e Gouel ar Filmoù Douarnenez
Propulsé par Créez votre propre site Web à l'aide de modèles personnalisables.
  • Degemer
  • Mizvezh an teulfilmoù
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2023
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
    • Bilañs troiad 2022
  • Filmoù Chakod
    • Hag evit ar skolioù
  • Gouel ar filmoù Douarnenez
    • Dreistdibab Breizh
    • Brezhoneg war ar skrammoù
  • Kreizenn dielloù
  • Brezhoneg war ar skrammoù
    • Abadennoù publik
  • Liammoù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp