Daoulagad Breizh brezhoneg
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2025
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
  • Filmoù Chakod
    • Hag evit ar skolioù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2025
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
  • Filmoù Chakod
    • Hag evit ar skolioù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp
02 98 92 97 23

Er mare-mañ…

Photo
Photo
Peur ha pelec'h ?

14/03 : festival Polyglotte, Nort-sur-Erdre (44)
26/03 : Sinema Le Grand Bleu, Karaez (29), heuliet gant un eskemm gant Avel Corre
27/03 : Mediaoueg Les Tresors de Tolente, Plouguerne (29), heuliet gant un eskemm gant Soazig Daniellou hag Anna Lincoln (Kalanna)
31/03: An Oriant
31/03: Sinema Etoile, Karanteg (29), heuliet gant un eskemm gant Yann-Edern Jourdan
2/04: Sinema Les Studios, Brest (29), heuliet gant un eskemm gant Nicolas Leborgne
6/06: Ar Maezioù Frank, Roazhon (35)
11/06 : Ciné Manivel, Redon (35)





Gouzout hiroc'h diwar-benn ar programm ...

Photo

René Vautier
Aet ar sevener stourmer d’an Anaon

Photo

Gouzout hiroc'h

Photo
Lann Vraz


Er salioù sinema

E pep lec’h e Breizh
hag e Pariz

Betek ar 15 a viz Kerzu

Un droiad kinniget gant
Kalanna ha Daoulagad Breizh,
gant sikour Cinéphare
hag asambles gant kevredigezhioù lec'hel

Photo
Kentañ film-hir faltazi e brezhoneg, savet gant ur skipailh holl-vrezhonegerien.
(2013 / 1h38 / Brezhoneg istitlet)
Distro eo Gwenn da Lann Vraz, ul ledenez gouez eus aodoù Breizh. Deuet eo en-dro gant ar soñj kuzh adkavout Mark, karantez he yaouankiz. Met e penn mirva naturel ar vro emañ bremañ Mark, ha bec’h ‘zo savet etrezañ ha familh Gwenn, saverien istr a rumm da rumm…


Gouzout hiroc'h
MIZ HERE
Lun 7
Yaou 10
Gwen 11 Sad 12

Sul 13 Meur 15
Mer 16
Mer 16
Yao 17

Sul 20
Meur 22
Mer 23

Mer 23
Yaou 24

MIZ DU
Lun 4
Meur 5
Mer 6

Yaou 07
Gwen 08
Lun 11
Meur 12
Mer 13

Yaou 14
Sul 17
Sul 17
Lun 18
Meur 19
Mer 20 Mer 20
Gwen 29

MIZ KERZU
Yaou 5
Yaou 5
Sul 15

Eur
8e30
8e30
8e30
8e45
5e
8e15
8e30
8e15
8e45

5e
8e
8e30

8e
8e30


8e30
8e30
8e30
8e45

8e
8e45
8e30
8e30

8e30
4e
5e
9e
8e30
6e
8e15
8e



8e
8e30

8e45

Kêr
KARAEZ
GWENED
PONDI
JOSILIN
ROSTRENEN
LESNEVEN
DOUARNENEZ
SANT-BRIEG
PLOUESKAD

PLOUGASTELL
GOURIN
KALAG

PARIZ
KEMPERLE


PLISTIN
GWENGAMP
LANNUON

KRAOZON
KEMPER
LOGUNEC'H
REDON
AN ALRE

AN INTEL
LANASTER
GWITREG
ROAZHON
BAOD
PENMARC'H
HUELGOAD
BREST



GUEMENE
PLOUGONVELEN
KASTELL-PAOL

Sinema
Grand Bleu
La Garenne
Le Rex
Beaumanoir
Ciné Breiz
L'Even
Le Club
Le Club 6
Le Dauphin

L'Image
Jeanne d'Arc
L'Argoat

L'entrepôt
La Bobine


Le Douron
Les Baladins
Les Baladins

Le Rex
Cinéville
Le Club
Le Manivel
Les Arcades

Quai d. dunes
Sal J Vilar
Aurore
L'Arvor
Le Celtic
L'Eckmühl
Arthus
Les Studios



Cine Roch
Le Dauphin

Le Majestic

Kenaozer





TAV Leon
Emglev B. DZ
Telenn
KLT
Sked

Gouel Digor
Ti ar vretoned



Dañs Treger
Al Levrig
Al Levrig

TAV Kemper


Ti Douar Alre

Em. b. Oriant


Skeudenn

Goëlandmasqué

Sked
Ur frapad-komz a vo da heul pep abadenn, asambles gant Soazig Daniellou pe Aziliz Bourges.

Bugaled Breizh

D’ar 15 a viz Genver 2004 e oa aet ar chaluter d’ar strad, hep ma c’hallfer displegañ petra ’oa kaoz. Ha marvet 5 martolod da heul.
Meur a zisplegadenn zo bet roet, a oa gwir betek ma vefe diskouezet… ne oant ket. Kontet eo an afer en e bezh er film, diskouezet kement arouez, testeni ha prouenn a zo. Sekredoù, titouroù faos, neventi souezhus-kaer a vez diskuliet a bep eil…

Film ha diviz
D’ar Sadorn 27 a viz Ebrel – 3 eur gk
Douarnenez – Auditorium
Digoust



War intrudu ar Porzh-Mirdi ha Daoulagad Breizh.
O kemer perzh : Philippe Urvois, kazetenner, Michel Douce, armatour ar Bugaled Breizh, ha Jacques Losay, sevenour, kar-nes d'ar mekanikour aet da Anaon.
Picture


Klaskerien ha treizherien soñjoù


Daoulagad Breizh, asambles gant Emglev Bro Douarnenez, a gemer perzh er bloaz-mañ, evit ar wech kentañ, er raktres Klaskerien ha treizherien soñjoù lakaet e plas gant Kuzul Meur Penn ar Bed.
Klaskerien ha treizherien soñjoù a stroll brezhonegerien a bep seurt oadoù o teskiñ ar yezh ha brezhonegerien a-vihanik.

Hor pal a zo lakaat stajidi ar stumadur hir e brezhoneg, kinniget gant Roudour e Douarnenez, da gejañ ouzh ar vrezhonegerien a-vihanik a zo o chom e Ti ar re gozh e Douarnenez. 3 emgav a vo kinniget dezhe etre miz Genver ha miz Meurzh. Bewech e vo skignet ur film e brezhoneg evit reiñ lañs d’an eskemmoù. Gant ar stajidi eo e vo dibabet an 3 film.

An abadenn gentañ a oa d’ar Merc’her 26 a viz Genver, da 2 eur 30 e Ti ar re gozh Le Jardin du Clos. Ar film Deomp dezhi, savet gant Thierry Compain a oa bet dibabet gant ar stajidi. Kaoz a oa bet deus ar balioù ha deus an darempredoù etre ar baotred hag ar merc’hed. Plijadur zo bet, sur !

An eil abadenn a oa bet aozet d’ar Gwener 18 a viz C’hwevrer. Skignet e oa bet ar film Anjela Duval, graet gant Marie Kermarec e 2001.
An abadenn diwezhañ a oa bet d’ar Merc’her 16 a viz Meurzh. Skignet e oa bet ar filmoù Matezh ha Me oa deut da vezañ hardizh, graet gant Thierry Compain.
’Benn nebeut e vo tu deoc’h gwelout ar filmig graet gant Gwagenn TV diwar-benn ar raktres...
Photo


Ha bezañ zo filmoù manga e brezhoneg ?

E miz Meurzh hag e miz Ebrel 2011 eo bet pedet Bro-Japan gant Ti-kêr Douarnenez... Abadennoù liesseurt a zo bet aozet gant an ti-kêr, ar vediaoueg ha kevredigezhioù all, evit reiñ da anavezout gwelloc’h sevenadur ar vro-se. Laouen eo bet Daoulagad Breizh o kemer perzh hag o kinnig deoc’h dizoleiñ pe (ad)dizoleiñ filmoù manga advouezhiet e brezhoneg gant Dizale.
Daou film a oa war ar roll, evit brasañ plijadur ar re vras hag ar re yaouankoc’h ivez.
Ayakashi Istor tasmantoù Yotsuya (4 rann)

Gant Tetsuo Imazawa / 2006 / Rummad filmoù-bevaat / Bro Japan / Tôei Animation / 1e40 Advouezhian e brezhoneg : Dizale, 2010.
HEP istitloù
D’ar Merc’her 30 a viz Meurzh da 8 eur 30 noz – Auditorium Douarnenez – Digoust
Public : Adolescents et adultes – durée : 1h40
Première projection publique de cette série d’animation doublée en breton par Dizale et diffusée sur le site Brezhoweb en novembre 2010.
Istor savet diwar ur pezh-c’hoari hengounel brudet-kaer e Bro Japan. Ur sell nevez war folklor japanat ar spont !
Kie, ar bikez vihan

Ar film manga kentañ bet advouezhiet e brezhoneg !
Evit an holl adalek 8 vloaz

gant Isao Takahata / Film-bevaat / Bro Japan / 2005 / 1e45
Advouezhiañ e brezhoneg : Dizale, 2008.

D’ar Sadorn 2 a viz Ebrel da 10 eur – Auditorium Douarnenez – Digoust – HEP istitloù

E-barzh ur c’hartier poblek eus Osaka emañ Kie o vevañ. N’eo ket gwall aes buhez familh Kie, ha dre se e teu-hi da vezañ ur plac’hig kap d’en em zibab en holl zegouezhioù. Daoust dezhi bezañ pennek, ne ra Kie nemet hunvreal gant ur vuhez familh... boutin !
Propulsé par Créez votre propre site Web à l'aide de modèles personnalisables.
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2025
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
  • Filmoù Chakod
    • Hag evit ar skolioù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp