Dreistdibab Breizh 2018
Abaoe m’eo bet krouet e 1978 eo chomet feal ar Festival d’un doare da sellet ouzh ar bed : reiñ a ra da welet filmouriezh pobloù minorelaet ar bed hag hini Breizh war un dro, evit kroaziañ hor selloù.
Dreistdibab Breizh a zo douget gant tud Daoulagad Breizh, ar gevredigezh keveler, ar gevredigezh c’hoar d’ar festival dre o istor. Gante ez eo degaset ar bleuñv eus ar filmoù liammet da Vreizh bet graet er bloaz. Kefridi Daoulagad Breizh eo skignañ filmoù Breizh e-pad ar bloaz. Ober a ra eus ar Festival un emgav a-bouez evit an dud a-vicher evite da ziskouez o filmoù ha d’en em gavout gant ar publik.
An dibab-se a vez graet gant gopridi ha merourien an div gevredigezh Daoulagad ha Festival sinema Douarnenez. Subjektivel eo, ha koulskoude e tiskouez ar produiñ filmoù a-hed ar bloaz bet. En taol-mañ ez eus bet dalc’het 18 teul-film, 7 fiksion hag ur film hir en o zouez, 3 film-buheziñ hag ur film-arnodiñ a-ziwar ar 106 film bet kaset deomp.
Filmoù bet sevenet e diavaez Breizh a-wezhoù met produet gant embregrezhioù staliet er vro, filmoù bet produet e diavaez Breizh ha bet troet er vro, filmoù bet douget o c’houst gant o c’hrouerien pe gant ar c’hrowdfunding. Filmoù bet graet e lec’h all gant sevenourien eus Breizh… N’eus ket a gota, n’eus ket a dodenn hollek evit o bannañ er Festival. Met liesseurted a vo evel boaz, ha filmoù choazet gant ar galon evit o frofañ d’ar festivalerien, e kompagnunezh o sevenerien ha produerien.
Dalc’hit soñj ivez ma vo strollet e Douarnenez an dud a-vicher hag amatour dedennet d’ober filmoù e brezhoneg da vare an devezh preder war ar c’hrouiñ kleweled en hor yezh: ur c’houlzad a-bouez eo er Festival bremañ. Emañ evel ur stal-gwer da zispakañ d’an holl ar pezh a vez graet a-hed ar bloaz asambles gant tud all ar filierenn sinema.