Daoulagad Breizh brezhoneg
  • Degemer
  • Mizvezh an teulfilmoù
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2023
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
    • Bilañs troiad 2022
  • Filmoù Chakod
    • Hag evit ar skolioù
  • Gouel ar filmoù Douarnenez
    • Dreistdibab Breizh
    • Brezhoneg war ar skrammoù
  • Kreizenn dielloù
  • Brezhoneg war ar skrammoù
    • Abadennoù publik
  • Liammoù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp
  • Degemer
  • Mizvezh an teulfilmoù
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2023
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
    • Bilañs troiad 2022
  • Filmoù Chakod
    • Hag evit ar skolioù
  • Gouel ar filmoù Douarnenez
    • Dreistdibab Breizh
    • Brezhoneg war ar skrammoù
  • Kreizenn dielloù
  • Brezhoneg war ar skrammoù
    • Abadennoù publik
  • Liammoù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp
02 98 92 97 23

Ur staj video e Treglonou e miz C’hwevrer

Photo
Titouroù gant An Oaled : 02 98 04 07 04
Kinniget gant Canal Ti Zef 
24 a viz C’hwevrer-1añ a viz Meurzh 2013
E Treglonou (29), evit ar re 9-12 vloaz
Aozet gant An Oaled, 220 €.
“Gant sikour daou zen a-vicher eus ar gevredigezh Canal Ti Zef ’h ez da ijinañ ur senario, skrivañ pozioù ha sevel kinkladurioù… Da c’houde, kamera ganit war da skoaz, e teuio al labour leurenniñ ha filmañ, hag al labour war al lusk hag ar gouleier. Amzer ar frammañ skeudennoù ha sonioù a vo goude-se. Prest e vo ar film da vezañ diskouezet d'az tud, deuet da gerc'hat ac'hanout neuze, ha kaset d'ar gêr da skignañ anezhañ pelloc'h. Ur sizhunvezh evit reiñ c'hoant dit da vont war roudoù Luc Besson pe Tim Burton !”

Ur sell war filmoù
Bastien Gwilhou


Filmaozer dibar e Frañs 3 Breizh, o chom ’ba ’r C’houerc’had, en Bro-Dreger, e-lec'h m’eo bet ganet. Desket brezhoneg gantañ gant tud ar vro. 10 vloaz zo ’oa kroget da sevel filmoù. Desket en deus bet ar vicher e-unan, pe dost. 40 film en deus bet savet en holl, e brezhoneg an holl anezhe. Filmoù fromus, dic'hortoz alies-mat. Tost ouzh tud ar vro emañ Bastien, ha plij’ a ra dezhañ filmañ anezhe, lakaat anezhe war-wel, gant un tamm fent atav.

Sellout ouzh e filmoù
Photo

Photo


Doc’Ouest
20-22 a viz Gwengolo 2012 Pleneuf-Val -André
12e emgav an dud a-vicher

Programm Doc'Ouest 2012 da welet amañ !

Home Movie Day

Home Movie Day
Gwarez ar Filmoù

20 a viz Here 2012

En tu all da 1 500 den o deues bet kaset o filmoù da di Gwarez ar Filmoù. Da geñver an Home Movie Day, devezh gouestlet er bed da sinema an dud voutin oc’h pedet da furchal ’ba ho bernioù dielloù ha da gas ho filmoù ganeoc’h da di Gwarez ar Filmoù.
Etre 10 eur beure ha 6 eur noz e vo moaien da sellet, war blas, deus filmoù a bep seurt stummoù (8, 16, 9,5 mm).
E-mesk ar filmoù a vo diskouezet adalek 4 eur 30 : Huit jours en Bretagne, ur film graet miz a-raok an Eil Brezel bed, gant ur penn-belgiat a oa o veajiñ er vro (16 mm).
Propulsé par Créez votre propre site Web à l'aide de modèles personnalisables.
  • Degemer
  • Mizvezh an teulfilmoù
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2023
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
    • Bilañs troiad 2022
  • Filmoù Chakod
    • Hag evit ar skolioù
  • Gouel ar filmoù Douarnenez
    • Dreistdibab Breizh
    • Brezhoneg war ar skrammoù
  • Kreizenn dielloù
  • Brezhoneg war ar skrammoù
    • Abadennoù publik
  • Liammoù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp