Daoulagad Breizh brezhoneg
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2025
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
  • Filmoù Chakod
    • Hag evit ar skolioù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2025
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
  • Filmoù Chakod
    • Hag evit ar skolioù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp
02 98 92 97 23

AR SKIGNERIEN


Photo
Ul lec'hienn gouestlet d'ar Video diouzh ar goulenn eo BreizhVOD. Kinnig a ra a bep seurt oberezhioù kleweled, da lavaret eo filmoù, tresadennoù-bev, teulfilmoù pe seriennoù ha kement tra e brezhoneg. Oberezhioù advouezhiet e-leizh a zo met ivez oberezhioù bet produet war-eeun e brezhoneg. Pal BreizhVOD 'zo - abalamour da se eo anvet hor lec'hienn e mod-se - bodañ. Kavout a reot neuze oberezhioù o tont deus tiez-produiñ liesseurt. Meret eo BreizhVOD gant ar gevredigezh Dizale.
Dont a ra an oberezhioù kinniget war BreizhVOD deus meur a di-broduiñ : Dizale, Gwengolo Filmoù, JPL Films, Kalanna, Lionel Buannic Krouiñ, Lyo Productions, Plurielle Productions ha Pois Chiche Films.



Photo
Cliquez ici pour modifier.


Photo
13 st Michel Le Nobletz BP 206 29172 DOUARNENEZ Cedex
02 98 92 97 23
Mont e darempred



Ur gevredigezh eo a ra war-dro brudañ ha skignañ ar sinema hag ar c’hleweled e Breizh, bet krouet e 1982. Kuzuliañ eo tachenn Daoulagad Breizh, war ar programmiñ filmoù Breizh a-vremañ, ha filmoù e brezhoneg peurgetket. Aozet vez ganti abadennoù sinema ha troiadoù (evel hini ar filmoù-bevaat advouezhiet e brezhoneg gant Dizale) ha kinnig a ra d’an dud un dalc’had filmoù da vezañ gwelet. Kenaozañ a ra Gouel ar filmoù Douarnenez.



Photo
Servij an abadennoù brezhonek
Krouet eo bet an tele rannvro e Breizh e 1964. N’eus nemet dibaoe 1971 ez eus programmoù hir e brezhoneg, hag eo Pêr Jakez Helias, Charlez ar Gall pe Fañch Broudig a gase anezho en dro. E brezhoneg vez kinniget hiriv 3 emgav : keleier (An Taol Lagad), un abadenn evit ar vugale (Mouchig dall)  hag un abadenn sevenadurel (Bali Breizh).
E galleg vez embannet dreist holl keleier, ha teulfilmoù e-giz Littoral.

Darempred :
Servij an abadennoù brezhonek : 02 99 01 79 79


Photo
Cliquez ici pour modifier.


Photo
8 rue Nayel 56100 Lorient
02 97 84 77 01
Darempred

Chadenn lec'hel departamant ar Mor-Bihan, skignet war kanol 33 an TNT ha 365 ar Freebox. En Oriant emañ staliet. Kinnig a ra keleier an departamant hag en un doare ledanoc'h, keleier Su Breizh. E-barzh Unded programmoù chadennoù lec'hel Breizh emañ (asambles gant TVR ha Tébéo) ha skignañ a ra neuze programmoù liesseurt e brezhoneg (filmoù-faltazi, teulfilloù, sonadegoù, c'hoarioù tele, rummadoù...).


Photo
Cliquez ici pour modifier.

Propulsé par Créez votre propre site Web à l'aide de modèles personnalisables.
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2025
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
  • Filmoù Chakod
    • Hag evit ar skolioù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp