Daoulagad Breizh brezhoneg
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2025
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
  • Filmoù Chakod
    • Hag evit ar skolioù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2025
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
  • Filmoù Chakod
    • Hag evit ar skolioù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp
02 98 92 97 23

SINEMA E SKOLAJ SANT-FRANSEZ (LESNEVEN)

Bloavezh-skol 2013-2014

Photo
Touch, gwelet, selaou, c’hwesha
Un teulfilm savet gant Thierry Le Vacon (2006 / 26mn)
Skignet d'ar 25 a viz Du 2013
Emgav gant Gi Joncour goude ar film.

E-pad an deiz ‘vez Guy Joncour o redek ar maezioù gant e garr-tan : gwelet ur vuoc’h klañv, studial doare bevañ ar sparfelled, enebiñ ouzh an adlodennañ, prezegenniñ diwar benn ar chas-dour, gweladenniñ un den kozh bennak pe mont da ganañ ti ar vreudeur Morvan... Ya, Guy Joncour, loenvezeg e Kallag, ne gav ket hir e amzer. Ganet eo er vro hag en e vro eo chomet da labourat e-touez an dud hag al loened. Test eo eus an emdroadurioù a c’hoarvez e bed al labour-douar hag e bed ar maezioù. E sell a zo pizh, oberiant ha denel, tost eus buhez an dud.

Photo
Hentoù 70
Un teulfilm savet gant Mathieu Herry ha Roland Michon
Kalanna Production - Brest (2010 / 52 mn)
Skignet e miz Ebrel
Emgav gant Mathieu Herry goude ar film

« Hentoù 70 » a gas ar sellerien da heul Bob Dylan, Jack Kerouac hag ar spered nevez,ganet er bed a-bezh e fin ar bloavezhioù 1960. E Breizh emañ ivez an traoù o cheñch. Doare ar mare burzhudus-se e adkaver er film a ginnig dielloù niverus ha testeni stourmerien a zo bet stummet o buhez d’ar poent-se.A re o deus bevet er bloavezhioù-se a vo plijet da vevañ en-dro birvilh ur bobl hag ur vro. Evit ar re n’o deus ket, e tizoloint pegen a-bouez eo bet ar mennozhioù diwanet hag ar stourmoù boulc’het etre 1968 ha 1981 evit sevel Breizh an deiz a hiziv hed-ha-hed ar film.



Bloavezh-skol 2012-2013

Photo
Photo

Hag abadennoù all da zont c'hoazh...

Propulsé par Créez votre propre site Web à l'aide de modèles personnalisables.
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2025
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
  • Filmoù Chakod
    • Hag evit ar skolioù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp