AN TEKNISIANED HAG AR C'HOMEDIANED

Sikour a ra Degemer ar skipailhoù filmañ e Breizh an holl produerien, forzh pelec'h vefent staliet, ha forzh peseurt doare filmoù vefe produet ganto (filmoù-faltazi, teulfilmoù, filmoù-bevaat, reportajoù, bruderezh...).
Ober a ra bazh-valan etre an dud e karg eus ur raktres film hag ar vro, a-benn diorren an hentenn kleweled ha sinema e Breizh, ha brudañ ar vro.
Ur fichennaoueg tud a-vicher (komedianed, teknisianed...) a zo gant Degemer ar skipailhoù filmañ e Breizh. Sikour a reont ivez evit kavout lec'hioù filmañ ha lakaat an dud e darempred gant produerien, kenlabourerien, skignerien, kazetennrien...
Reiñ a reont d'ar broduerien, pa vez savet ar goulenn gante, fichennoù, fotoioù, CVoù an dud a-vicher a gaver e-barzh ho fichennaoueg, hervez an ezhommoù a vez ganto.
Tro 20 komedian ha 4 pe 5 teknisian brezhoneger a gaver er fichennaoueg er mare-mañ.
Ma oc'h komedian pe teknisian e c'hellit lakaat ho anv war ar fichennaoueg amañ.
Ma glaskit war-lerc'h komedianed pe tekinisianed, kit da welout amañ.