Daoulagad Breizh brezhoneg
  • Degemer
  • Mizvezh an teulfilmoù
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2023
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
    • Bilañs troiad 2022
  • Filmoù Chakod
    • Hag evit ar skolioù
  • Gouel ar filmoù Douarnenez
    • Dreistdibab Breizh
    • Brezhoneg war ar skrammoù
  • Kreizenn dielloù
  • Brezhoneg war ar skrammoù
    • Abadennoù publik
  • Liammoù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp
  • Degemer
  • Mizvezh an teulfilmoù
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2023
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
    • Bilañs troiad 2022
  • Filmoù Chakod
    • Hag evit ar skolioù
  • Gouel ar filmoù Douarnenez
    • Dreistdibab Breizh
    • Brezhoneg war ar skrammoù
  • Kreizenn dielloù
  • Brezhoneg war ar skrammoù
    • Abadennoù publik
  • Liammoù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp
02 98 92 97 23

Dielfennañ ur film


Abalamour ma ra berzh an droiad-filmoù er skolioù-mamm hag er c’hentañ derez en deus bet c’hoant skipailh Daoulagad Breizh da labourat en un doare pishoc’h gant ar skolajoù hag al liseoù, ha da respont d’o ezhommoù.


Raktres nevez
Fellout a ra deomp kinnig abadennoù diwar skouer “Collège/lycée au cinéma”. Labourat ganeomp a ra ar gevredigezh Canal Ti Zef ha Lutig war ar raktres-mañ.
Un taol-esae hon oa graet e 2013-2014 gant ar film The runway : 5 skolaj o doa kemeret perzh. 10 skolaj o doa kemeret perzh e 2014-2015, gant ar memes film.
Kinnig a reomp ur film nevez abaoe 2016 : Lodenn an aelez. Gwelet eo bet gant 12 skolaj ha 3 lise evit poent.


Palioù ar raktres
Doareoù a bep seurt a vez implijet er skolaj evit kinnig ur sell nevez d’ar skolajidi, ha diorroiñ o spered barn. Er programm “Collège au cinéma” e reer gant filmoù evit kas ar pal-se da benn. Ar vugale o vezañ koshoc’h ez eus tu da vont pelloc’h gant al labour war ar filmoù er skolaj. Kelenn d’ar skolajidi an diaezezoù evit mestroniañ kodoù ar sinema, gouzout peseurt goulennoù sevel dirak ur film, ha neuze, soñjal er film e-giz un objed sevenadurel ha prederius eo hor pal. D’ar c’houlz-se e teu an dielfennerezh filmoù da vezañ ur galloud sevenadurel, a ro plijadur.

Evit ar re 6ved & 5ved

Photo

E barr uhelañ ar bed


Ur film gant Rémi Chayé
Film-bevaat / 1evzh20 / gallek-danek / 2015
Advouezhiet e brezhoneg gant Dizale
Skignañ : Daoulagad Breizh

Bevañ a ra Sacha, 15 vloaz anezhi, e-giz holl verc’hed yaouank noblañs Rusia. Padal ec’h eo ergerzhet ar bed e fellfe dezhi ober, e-giz he zad-kozh Oloukine. Aet e oa hemañ betek en Ahel an Norzh, met ne oa ket deut war e giz biskoazh. D’un deiz bennak e ra Sacha he soñj ha, kalon enni, e kuita Saint-Petersburg da vont war roud he zad-kozh. Horos eo an droiad e krog-hi ganti neuze, pell-pell du-hont, war an douaroù skorn-se a reer an Norzh Pellañ anezhe.


2015 : Priz ar sellerien e Festival International du film d'animation, Annecy
2016 : Priz meur en Tokyo Anime Award da geñver an Tokyo International Anime Fair e Japan ;
Priz ar sellerien yaouank er festival Anima (Festival International du film d'animation Brussel) e Belgia

Skridaozañ : Fabrice de Costil
Streweiñ : Diaphana Distribution
Produiñ : Sacrebleu Productions, Maybe Movies, France 3, Canal + ha Norlum



Fichenn pedagogel Canopé e galleg.
Fichenn pedagogel e brezhoneg.


Evit ar re 4re/3de & liseidi

Photo
Sevenet gant Ken Loach
Film faltazi / Breizh-Veur / 2012 / 1ezh41
Advouezhiet e brezhoneg gant Dizale
Skignañ : Daoulagad Breizh

E Glasgow, Robbie, deuet da vezañ tad, ne c'hell ket en em zistagañ diouzh e vuhez feller. Ober a ra anaoudegezh gant Rino, Albert ha Mo, ur plac'h yaouank. Evelto e tremen ku-ha-ka hep bezañ toullbac'het, met paket eo gant labourioù evit ar gevredigezh. Harry, an desaver a ra war o zro, a zeu da vezañ o mentor nevez, o reiñ dezho, dre guzh, da anaout ar whisky. Gwelet e vezont e strilherezhioù hag o tañva ar wiski gant tud cheuc'h. Diskuliañ a ra Robbie e zonezon da vlazañ ar wiski, gouest eo da anavezout ar whiskioù dibaotañ, kerañ. Asambles gant e dri c'homper, daoust hag-eñ e raio Robbie e vad eus an donezon-se evit kignat an dud - ur bazenn ouzhpenn en e vuhez feller ha feuls ? Pe daoust hag e savo un dazont nevez, leun a bromesaoù ? An aelez 'ken a oar...

Tañva ar film

Photo


Kinnig a reomp, da heul skignañ ar film, ur prantad eskemm-stummañ war an diellfennañ filmoù gant ur buhezour. Sachañ evezh ar skolajidi war stumm ha danvez ar film, kinnig un doare da zielfennañ ar film hasevel, diwar se, arguzennoù ur savboent a vo pal ar prantad. Desket e vo d'ar skolajidi ober gant geriaoueg ar c'hleweled. Dielfennet a-dost e vo tammoù dibabet er film. Lakaet e vo ar skolajidi da gemer perzh ar muiañ posubl, dezhe da gavout ar respontoù.

An aozañ
Gant Daoulagad Breizh e vez kenurzhiet an abadennoù e Breizh a-bezh. Posubl e vez aozañ anezhe eus kreiz miz Genver betek miz Even.

Skignañ ar film
Skignet e vez ar filmoù e salioù sinema pe e kreizennoù sevenadurel dafar enne : luc’hvanner video, skramm, peadra evit ar son, ha lenner DVD pe Blu-ray. Posubl e vez ivez aozañ an abadennoù er skolaj ma vefe dafar enne ha salioù plijus evit seurt abadennoù.

Ar prantad diellfennañ
E-barzh ar c’hlas e vo graet ar prantad eskemm/stummañ war dielfennañ ar film, un nebeud devezhioù goude ma vefe bet gwelet ar film gant ar skolajidi. Arabat e vo gortoz re bell goude ar skignadenn. Un eurvezh e pado ar prantad-mañ. Kinniget e vo gant ur buhezour eus Daoulagad Breizh, Canal Ti Zef pe Lutig.

Ar c’houst
2,50 € e kousto gwelet ar film da bep skolajiad pe 150€ en holl pa vezo muioc’h eget 60 skolajiad o kemer perzh (hep kontañ feurm ur sal).
100 € e kousto ar prantad eskemm/stummañ war dielfennañ ar film gant ur buhezour (prantad un eurvezh).


Photo
Dafar roet

Ur skritell eus ar film da bep klasad
Un teul da gelenner ar c’hlas
Ur fichenn da bep skolajiad



Kemer perzh
pe/ha gouzout hiroc'h


Daoulagad Breizh

Elen Rubin
02 98 92 97 23



Skrivañ deomp
Photo
The Runway,
ar film bet kinniget er bloavezh-skol 2014 ha 2015

2010, Bro Iwerzhon - Bro Luxembourg, 1 eurvezh 41
Tennet diwar fedoù gwirion eo ar gomedienn-se : kontañ a ra istor Ernesto, ul loman kolombian a ya e garr-nij da flastrañ war ur gêriadenn a Vro-Iwerzhon. Ne oar ar paotr tamm ger saozneg ebet anezhañ. Anaoudegezh a ra gant Paco, ur paotrig nav bloaz anezhañ, kastilhaneger nemetañ ar vilajenn : mont a raio hennezh da jubennour war gont egile.
Daskemmañ a ra Paco buhez hag istor douetus an aerloman, dre gontañ da gement hini ez eo Ernesto un haroz, un den a vrud, peadra da lakaat annezidi ar gêriadenn war e du a-benn sevel e garr-nij en-dro.


Skritell

Teuliad ar c'helenner
Fichenn
ar skolajiad

Propulsé par Créez votre propre site Web à l'aide de modèles personnalisables.
  • Degemer
  • Mizvezh an teulfilmoù
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2023
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
    • Bilañs troiad 2022
  • Filmoù Chakod
    • Hag evit ar skolioù
  • Gouel ar filmoù Douarnenez
    • Dreistdibab Breizh
    • Brezhoneg war ar skrammoù
  • Kreizenn dielloù
  • Brezhoneg war ar skrammoù
    • Abadennoù publik
  • Liammoù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp