FILMOU DA SKIGNAN
Ar gwim
Un teulfilm sevenet gant Soazig Daniellou
2015 / 52 mun / Brezhoneg istitlet e galleg Graet e vez "ar gwim" eus ar geot a gresk en dro war lerc'h an eost, p'eo bet troc'het an ed. Evel-se ivez e oa bet lesanvet bugale an nebeut koubladoù emsaverien o doa dibabet ober gant ar brezhoneg en o buhez familh er bloavezhioù 1950, d'ar mare dres ma oa an darn vrasañ eus ar Vretoned o tilezel anezhañ evit ar galleg. Ar film a gont istor souezhus ar vugale-se. Kalanna Production |
Teulfilm / 2015 / 52 mn
Kenbroduet gant Gwengolo Filmoù ha France 3 Breizh Brezhoneg istitlet e galleg Ur road movie a gas ac'hanomp da heul Gael le Ny, ul luc'hskeudenner ezel eus ur gevredigezh a vignoniezh etre Breizh hag ar Gurded. D'e heul hag e gamaladed e kroger gant ur c'hest evit dizoloiñ ar Gurded en o stourm evit ijinañ an demokratelezh en o bro. Loc'hañ a reer eus Diyarbakir, kêr-benn Kurdistan Turkia, ur vro a glaske c'hoazh e miz Ebrel 2015, treiñ ar bajenn gant poan, goude bloavezhioù a vrezel gant an arme turk. En ur dremen dre kampoù e lec'h m'o deus ar repuidi bevet ar pezh a c'hell diskouez mab-den pa vez en e euzhusañ, ez aer betek talbenn ar brezel etre Kurded Siria ha Daesh, e-mesk paotred ha merc'hed yaouank, a vez o stourm evit argas ar varbariezh ha krouiñ un demokratelezh nevez a rofe plas d'an holl plac'h pe paotr, kurd, arab pe armenian, muzulman pe gristen. Nevez-amzer Kurdistan a reont eus ar stourm- se. |
An dianav a rog ac'hanon, savet gant Avel Corre, produet gant Tita Productions, ken-produet gant Brezhoweb, Tébéo, TébéSud ha TVR35 gant sikour Rannvro Breizh, PROCIREP/ANGOA hag ar CNC - 2014 / 20 mn
O vale emañ Anita e-barzh ur porzh-mor. Dilaosket he ziegezh ganti. Noziñ a ra. En-dro dezhi, givri-houarn sklêrijennet, uzinoù o teurel o moged e-barzh bannoù gouloù, hentoù-houarn dizimplij evel hent bale. Staliet e-kreiz an daolenn-se, ur roulotenn, tommder ha livioù stag outi. Tostaat a ra Anita outi... Skignañ : Tita Production |
Devezh ar brini, ur film savet gant Jean-Christophe Dessaint
Film-bevaat / Frañs / 2012 / 1 eurvezh 35
E deun ar c’hoadoù, e-lec’h ma vev loened gouez ha speredoù o fennoù loened, emañ ar Mab Kourjez, ur paotrig saovaj, o vevañ. Desavet eo gant e dad, ur pezh mell gwaz e varv ramz, chaseour meur ha debrer kig a bep seurt. Ur vevenn zo d’ar bed, zo bet lâret a-viskoazh gant an Tad d’e Vab, ha penn ar c’hoadoù eo ar vevenn-se. Padal, un deiz bennak, evit klask sikour d’e dad bet gloazet, ec’h a ar paotrig en tu all d’ar vevenn. Er gêriadenn dostañ e ra anaoudegezh gant Madenn, merc’h ar medisin a ra war-dro soagnal an Tad. Ganti e tesk kement tra zo da c’hoût war ar bed nevez-se, e-lec’h ma ne wel ket an dud ar seblantoù. Roñfled a welont atav, ha kontet e vez gante eo an Tad ur roñfl, just a-walc’h. Daoust ha tadoù e-giz ar re all eo ar roñfled ?
Ur film tennet hag azasaet diwar romant Jean-François Beauchemin
Advouezhiañ e brezhoneg: Dizale
Darempred evit skignañ : Daoulagad Breizh - 02 98 92 97 23

Teulfilm / 2013 / 26 mn / Brezhoneg istitlet e galleg
Sevenet gant Mikael Baudu / Produet gant Gwengolo Filmoù
Kaset e vezer e-kreiz ur c'hefridi skoazell e Palestinia gant Riwana, ur studierez war ar medisinerezh a ya da heul daou vedisin eus Brest, Dominique Le Nen ha Jean Branellec. Surjian ortopediour eo an eil, anesteziour eo egile, mont a reont o daou ingal, da dremen un nebeut sizhunvezhioù pep bloaz, evit skoazellañ ezhommeien ar broioù all pa vez ar gumuniezh etrebroadel o sellet e-kichen. En teulfilm-mañ e heulier anezho en Ospital Khalil Suleiman e Jenin, just e-kichen ur c'hamp repuidi palestinat a voe adsavet goude bezañ bet peurzistrujet gant arme Israel e 2002. Un emgav gant Palestiniz eo ivez, en o buhez pemdez hanter-hent etre peoc'h ha brezel.

Sevennet gant Soazig Daniellou
Kentañ film-hir faltazi e brezhoneg, savet gant ur skipailh holl-vrezonegerien.
(2013 / 1h38 / Brezhoneg istitlet)
Distro eo Gwenn da Lann Vraz, ul ledenez gouez eus aodoù Breizh. Deuet eo en-dro gant ar soñj kuzh adkavout Mark, karantez he yaouankiz. Met e penn mirva naturel ar vro emañ bremañ Mark, ha bec’h ‘zo savet etrezañ ha familh Gwenn, saverien istr a rumm da rumm…
Darempred evit skignañ : Kalanna Production

Pa guzh an heol
Un teufilm sevenet gant Ronan Hirrien / Produet gant JPL Films
52 min / 2013 / Brezhoneg istitlet e galleg
E Breizh, evel e lec’h all en Europa, e kaner. Nebeutoc’h nebeutañ koulskoude, rak gweloloc’h e vez kavet selaou « kanerien wir » war ar radio pe war un i-pod.
Er film-mañ ec’h en em vod Breizhiz - Yann-Fañch Kermener, Brigitte Kloareg, Loïc Jadé – ha Finlandiz – Pekka Huttu-Hiltunen, Kristina Kuusisto – evit klask asambles aesaat treuzkas ar glad kanet e brezhoneg, hag e finneg e Karelia Finland ha Rusia. Kement-mañ a reont tost da zaou c’hant vloaz goude ma oa bet lakaet war wel ar gwerzioù kozh gant lenneien, e penn-kentañ an XIXvet kantved, pa voe embannet ar « c’h/Kalevala » e 1835, bet dastumet e Karelia, hag ar « Barzaz Breiz » e 1839, bet dastumet e Breizh. Eus ur festival d’unan all, eus ur gentel d’unan all e reomp anaoudegezh gant ar glad kanet-se. Gant an dreizherien memor filmet e klaskomp gouzout perak ha penaos treuzkas ar memor kanet, d’ar vugale koulz ha d’ar re vras ?

Film faltazi / 1e41 / Bro Iwerzhon / 2010
Tennet diwar fedoù gwirion eo ar gomedienn-se, a gont istor Ernesto, ul loman Kolombian a ya e garr-nij da flastrañ war ur gêriadenn a Vro-Iwerzhon. Ne oar ar paotr tamm ger saozneg ebet anezhañ. Anaoudegezh ouzh Paco a ra, ur paotrig nav vloaz, kastilhaneger nemetañ ar vilajenn, a zeuio da vezañ troer egile. Daskemmañ a ra Paco buhez ha tremened douetus an aerloman, o kontañ da gement hini ez eo Ernesto un haroz, un den a vrud, peadra da sevel annezidi ar gêriadenn asambles gantañ evit ma vo savet e garr-nij en-dro.
Advouezhiet eo bet ar film e brezhoneg gant Dizale e fin 2012. Ur ral dra avat, n'eo ket bet eilet ar film e galleg c'hoazh.