Evit al liseoù divyezhek
|
2010, Bro Iwerzhon - Bro Luxembourg, 1 eurvezh 41 Tennet diwar fedoù gwirion eo ar gomedienn-se : kontañ a ra istor Ernesto, ul loman kolombian a ya e garr-nij da flastrañ war ur gêriadenn a Vro-Iwerzhon. Ne oar ar paotr tamm ger saozneg ebet anezhañ. Anaoudegezh a ra gant Paco, ur paotrig nav bloaz anezhañ, kastilhaneger nemetañ ar vilajenn : mont a raio hennezh da jubennour evit kont egile. Daskemmañ a ra Paco buhez hag istor douetus an aerloman, dre gontañ da gement hini ez eo Ernesto un haroz, un den a vrud, peadra da lakaat annezidi ar gêriadenn war e du a-benn sevel e garr-nij en-dro. Daoulagad Breizh ha Canal Ti Zef a ginnig un abadenn diellfennañ
da heul skignadenn ar film. Gouzout hiroc'h |
Sevel filmoù-berr faltazi e brezhoneg e LISE DIWAN KARAEZ
Er bloavezh kentañ-mañ eo bet Daoulagad Breizh o labourat asambles gant Jocelin Talarmain, kelenner war ar c’hleweled e lise Diwan Karaez, evit sikour an eilveidi da sevel filmoù-berr faltazi. Lakaet hon eus tud a-vicher da zont da labourat ganto ha kas ho raktres war-raok. Pal ar raktres a oa lakaat al liseidi d'ober pep tra, dezhe da gaout un tañva war holl micherioù ar c'hleweled.
Ar skrivañ gant Aziliz Bourgès ha Klet Beyer C'hoari an aktourien gant Aziliz Bourgès Ar filmañ gant Arno Vannier hag Aziliz Bourgès Ar frammañ gant Arno Vannier Fanny Chauffin he deus heuliet ar raktres ivez. Ouzhpenn 70 lisead o deus kemeret perzh er raktres. Gant sikour an DRAC eo bet kaset ar raktres da benn. |
8 film a vo savet en holl ha kinniget e kreiz miz Mae d'an Erminigoù, ur c'henstrivadeg filmoù-berr aozet etre an holl skolajoù ha lise Diwan.
|
Sinema ha kleweled e lise Jean-Marie Le Bris e Douarnenez
Koshañ hini e Breizh eo danvez-dibab Sinema ha Kleweled al lise Jean-Marie Le Bris e Douarnenez. Ur c’hlasad arnodiñ ’oa bet da zigentañ, e 1986. Arzel ha sevenadurel eo an danvez-dibab-se, a c’hall bezañ choazet gant an holl liseidi, n’eus forzh war beseurt doareoù studioù ec’h aint war-lerc’h.
Poltrejiñ, sinema faltazi, sinema bevaat, sinema arnodiñ hag arz video, stummoù berr, skinwel, video ha teknologiezhioù nevez zo holl war programm an danvez-dibab. Hag ar seveniñ ivez, a dalvez krouiñ ha skrivañ, anavet al lec’hioù ha prientiñ, peurbroduiñ ha labour arbennig ar frammañ.
Kemer a ra Daoulagad Breizh perzh en danvez-dibab-se en ur verañ, peurgetket, ar yalc’had DRAC, en ur glask arbennigourien a zisplego o micher d’al liseidi, en ur aozañ abadennoù sinema ingal a-hed ar bloaz…