AKTOURIEN AN HENTENN
Muioc'h mui a dud a labour war tachenn ar c'hleweled e brezhoneg.
Senaristed, sevenerien, skriptoù, frammerien, paotred ar son, frammerien, komedianed... Bez zo brezhonegerien a-vicher barrek war kement tachenn 'zo bremañ. Muioc'h-mui a broduerien a labour war raktresoù e brezhoneg. Tost 10 framm int hiziv an deiz. Goude ouzhpenn 10 vloaz a skiant-prennet eo deut a-benn an advouezhiañ da lakaat war wel barregezhioù nevez ha filmoù a bep seurt, e brezhoneg. Liesseurt eo ar rouedad skignañ : chadennoù tele, kenrouedad, salioù sinema, mediouaegoù, frammoù sevenadurel, kevredigezhioù... Klask a ra ar skrignerien labourat muioc'h asambles. Bezañ zo ivez deus ur gwir labour mirout ha lakaat war-wel an dielloù filmoù e brezhoneg. Kevredigezhoù all a gaver c'hoazh evit kas war-raok ar brezhoneg war ar skrammoù. |
|