Daoulagad Breizh brezhoneg
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2025
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
  • Filmoù Chakod
    • Hag evit ar skolioù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2025
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
  • Filmoù Chakod
    • Hag evit ar skolioù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp
02 98 92 97 23

AN DROIAD EVIT AR SKOLIOÙ HAG AR SKOLAJOÙ

Gant ar gevredigezh Daoulagad Breizh e vez kenurzhiet, dibaoe 2003, un Droiad tresadennoù-bev advouezhiet e brezhoneg gant Dizale, gant sikour Kuzul Rannvro Breizh ha Kuzul departamant Penn-ar-Bed. Kinniget e vez an Droiad d'ar skolioù ha skolajoù divyezhek prevez (Dihun), publik (Divyezh) ha Diwan. Kenlabouret e vez gant kevredigezhioù lec’hel (emglevioù bro, tier ar vro, tier an holl...).

Gouzout hiroc'h
Photo
Photo

TEULFILMOÙ ER SKOLAJOÙ

Dibaoe 2010 emañ Daoulagad Breizh o labourat asambles gant skolaj Diwan Jakez Riou e Kemper ha skolajoù divyezhek Brizeux e Kemper ha Sant-Fransez e Lesneven, evit kinnig d’ar skolajidi teulfilmoù e brezhoneg, hag un emgav gant tud pedet, brezhonegerien, da heul ar skignadennoù.

Gouzout hiroc'h

EVIT AR SKOLAJOÙ HAG AL LISEOÙ

Photo
Daoulagad Breizh ha Canal Ti Zef a ginnig un abadenn diellfennañ da heul skignadenn ar film.

Gouzout hiroc'h

SEVEL FILMOÙ-BERR

E 2013-2014 eo bet Daoulagad Breizh o labourat asambles gant lise Diwan Karaez, evit sikour an eilveidi da sevel filmoù-berr faltazi. Lakaet hon eus tud a-vicher da zont da labourat ganto ha kas ho raktres war-raok. Gouzout hiroc'h

Memes doare raktres a oa bet savet gant Skolaj Diwan Kemper e 2012-2013. Gouzout hiroc'h
Gant ar gevredigezh Canal Ti Zef e vez kinniget atalieroù e brezhoneg war ar sevel filmoù e brezhoneg (filmoù-bevaat, faltazi pe teul-filmoù).

Photo
Mont e darempred

Kenstrivadeg

Photo




An Erminigoù 'zo ur c'henstrivadeg filmoù-berr aozet etre an holl skolajoù ha lise Diwan.
Bep bloaz e vez kinniget un tem da sevel ur film 5 munutenn d'ar muiañ e stumm .AVI pe .MPEG da reiñ war un DVD d'an hini e-karg e pep skolaj/lise.
E Karaez, gant tud a vicher ha skolajidi (ur skolajiad eus pep skolaj) e vez roet ar prizioù da heul :
  • Erminig ar son / sonerezh
  • Erminig an arvesterien
  • Erminig ar brezhoneg
  • Erminig ar gwiskamantoù
  • Erminig an aktourien
  • An Erminig Aour


Propulsé par Créez votre propre site Web à l'aide de modèles personnalisables.
  • Troiad ar vugale
    • Filmoù 2025
    • Aozadur
    • Dafar evit ar skolioù
  • Filmoù Chakod
    • Hag evit ar skolioù
  • Piv omp ?
  • Skrivañ deomp